kinniget a-wechoù evel pried d'an Titan Iapetos,[1], e-lec'h Themis, ha mamm e vije neuze da b-Prometheüs, Epimetheüs, Atlas, Hesperos ha Menoitios[2]; hogen oberourien all a lavar heñvel diwar-benn he c'hoar Asia[3].
Klymene, un nimfenn, mamm da d-Tlesimenes, engehentet gant Parthenopaios[13].
Klymene, pried da Merops Miletos, mamm da Pandareüs.
Klymene ha Diktys a veze enoret en Aten evel saveteerezed Perseüs hag un aoter dezho[14].
Klymene, matezh "lagad-ejen" Elena Troia[15] Merc'h e oa da Aetra[16] engehentet gant Hippalkes[17], lezc'hoar da Theseüs ha kar a-bell da Menelaos.[18] He mamm ha hi a voe kaset da Droia gant Helena evel mitizhien, ha disklavezet gant Akamas ha Demofon goude kemeret Troia.[19].
Klymene, merc'h da Katreüs. Hi hag he c'hoar Aerope a voe roet da Nauplios da vezañ gwerzhet, dre ma touje Katreüs bezañ lazhet gant unan eus e vugale. Nauplios a gemeras Klimene da bried, ha genel a reas Palamedes, Oeax ha Nausimedon[20].
Klymene, marteze mamm da Myrtilos, engehentet gant an doue Hermes[21].
Klymene, maouez eus Troia, sklavezet e dibenn Brezel Troia[22]. Marteze e oa ar memes maouez ha matezh Helena, meneget uheloc'h.