Ur gunujenn zo ur gomz drouk graet da ober droug d'un den all pe goap outañ.

Kentañ skid krennamzerel anavet a ra anv a gunujennoù eo ar Chanson de Roland , ma vez kanet pouilh d'ar Sarazined. E brezhoneg e vez lavaret touiñ Doue evel ur Sarazin.

Gerioù

Darn eus un eoullivadur gant Hippolyte Delaroche : Charles I Insulted by Cromwell's Soldiers (1836 ).

Doareoù kunujennoù

Ur gunujenn n'eo ket mennet da vezañ leun a vadelezh, met d'ober droug, ha pa vez taolet kunujennoù d'an dud n'eo ket bleunioù int, ha da n'eus forzh piv e vez graet, ha diwar-benn n'eus forzh petra, mes kentoc'h diwar-benn an traoù-mañ:

Penaos pakañ ur gunujenn bravikañ ma c'haller

N'eus nemet div reolenn a bouez:

E gwirionez, n'eus forzh peseurt gerioù, pe dost, a c'hall bezañ implijet evel kunujenn ma vezont lavaret gant kred ha gred. Met evel evit deskiñ seniñ gant ar piano, ar gwellañ eo c'hoari alies evit mestroniañ ar benveg a-zoare.

... ac'hanout!

War-lerc'h ar gerioù kunujenniñ dibabet mat e c'haller lakaat ac’hanout pe a zo ac’hanout (pe ac’hanoc’h), evel er frazennoù-mañ:

Lufr ha lusk a roer d'ar frazenn evel se.

... ma'z out!

Un doare all a zo da stummañ ur gunujenn vrav gant lakaat ma'z out! pe ma'z oc'h! en dibenn, evel pa lavarer: Lonker brein ma'z out!

Makez tamm ... !

Un doare all c'hoazh a blij d'an dud en ardremez Montroulez (pe Leoniz pe Tregeriz e vent) gant makez pe makez tamm evel e-barzh: Makez tamm gaouiad brein! Un doare-ober a c'haller erbediñ rak amprouet eo bet ken-ha-ken gant an teodoù distagellet en daou du d'ar stêr ha pep hini en deus kavet e gont gantañ.

Pennadoù kar

Liammoù diavaez

Levrlennadur

Mediaoù all

Notennoù

  1. Etrezomp e brezhoneg (1974-1975), pajenn 300.