Plouilio
An iliz katolik
An iliz katolik
Anv gallek (ofisiel) Ploumilliau
Bro istorel Treger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton Plistin
Kod kumun 22226
Kod post 22300
Maer
Amzer gefridi
Yann Kergoat
2020-2026
Etrekumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Treger ha Goueloù
Lec'hienn web (fr)Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 2 452 ann. (2020)[1]
Stankter 71 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 40′ 51″ Norzh
3° 31′ 22″ Kornôg
/ 48.680833333, -3.522777778
Uhelderioù kreiz-kêr : 101 m
bihanañ 0 m — brasañ 133 m
Gorread 34,69 km²
Lec'hiañ ar gêr
Plouilio

Plouilio zo ur gumun eus Breizh e Treger, e kanton Plistin, e departamant Aodoù-an-Arvor.

Douaroniezh

Plouilio, ouzh hanternoz, a zo stok ouzh genoù al Leger, etre Ploulec'h ha Tredraezh-Lokemo

Kumunioù amezek : Ploulec'h; Ploubêr; Plouared; Plouzelambr; Lomikael; Tredraezh-Lokemo

Anv

B. Tanguy : Eccl. de Ploemyliau, fin XIVvet; Ploumilliau, 1426; Ploemiliau, 1481

E. Vallerie : Plouemiliau, 1516; Plomelio, 1630

Diwar plou (ploe) hag anv sant Milio[2], a oa, hervez mammennoù 'zo (Dictionnaire des prénoms celtiques Albert Deshayes, Le Chasse-Marée/ArMen 2000, pp88–89), ur manac'h deuet eus Iwerzhon er Vvet kantved, hag a zo deuet da vezañ paeron ar barrez-mañ. E anv a zo bet lakaet da Enez Viliao e Trebeurden e-lec'h ma c'haller gwelet e beniti hag ivez e-kostez Lokemo[3].

Hervez Buhez ar Sent ("Bue ar Zent", savet gant an Aotrou Perrot, renket a-nevez gant Erwan ar Moal, rener "Kroaz ar Vretoned", Moullet gant ar Gwaziou e Montroulez e 1912, p742) e oa Milio pe "Meliav" roue Kerne er VIvet kantved. Mab e oa da Vudig, kont a Gerne, pried Santez Aourell, merc'h Winnog, roue Domnonea ha tad Sant Melar. Goude bezañ bet roue e-pad seizh bloavezh a eurvad evit e rouantelezh e voe drouklazhet gant e vreur Rivod. Diskouezet e vez alies o tougen e benn troc'het, ur gurunenn warnañ, pe gant ur c'hleze en e zorn.

Gellout a reer lenn ivez e oa mab da Vudig met eñ roue Domnonea...

E "Buez Sant Milliau ha Sant Moelar sent ha roueet a Vreiz-Izel" skrivet gant an aotrou J.Guillou, beleg eus eskopti Kemper ha Leon, hag embannet e 1883, e kaver bepred Milio mab da Vudig roue Kerne (pe Breizh-Izel) met o vevañ er VIIIvet kantved… Deuet e vije Milio da vezañ roue e 785. Oc'h eurediñ da Aourell merc'h priñs Domnonea (anvet Judocus el levr) e vije deuet da vezañ mestr war Leon ha Treger... E Kemper e oa e gêr-benn. E levr-se e tesker en dije Milio adtapet e benn gant e zorn evit gellout komz da Rivod ha pardoniñ dezhañ. Melar a vije bet lazhet eñ e 799.

Ar sant-mañ a zo skeudennet e iliz Sant-Vilio Plouilio.

Estreget e Plouilio, e vez enoret e Gwimilio, Pluniav ha Plonevez-Porzhe. Un delwenn anezhañ a gaver e Traoñienn ar Sent e Karnoed.


Ardamezioù

Familh Kemper a Lanaskol he deus n'ac'het d'ar gumunn ober gant ardamezioù ar familh. Abalamour da se, e vije dav lemmel an dresadenn diouzh an daolenn.

Ar Gumunn a ra gant ul logo.

Istor

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

Eil Brezel-bed

Boued

Brudet eo joskenn Plouilio, hag ar c'hilhevardon all.

Brezhoneg

Monumantoù ha traoù heverk

Kador-brezeg

Kroazioù

Kalz a groazioù hag a galvarioù koachet a-hed d'an hentoù a zo ivez lod eus glad relijiel Plouilio.

Kastell Lannaskol (prevez)

a zo bet krouet e penn-kentañ ar XIVvet kantved ha kresket er XVIIvet ha XVIIvet kantved gant an tiegezh Kemper Lannaskol. Div iliz a zo e Plouilio:

Iliz sant Vilio

Penn-kentañ ar XVIvet kantved, XVIIvet kantved, XIXvet kantved.

Diavaez
Diabarzh

Iliz Keraodi

Kestell ha manerioù

Kevredigezh Hentoù Koz he deus savet ul levrig dedennus tre war manerioù ar gumun (titourioù ha tresadennoù pluenn an ardamezeg). Amañ e vo kavet tresadennoù livet (darn a vez kavet dija en ardamezeg familhoù Breizh, war ar stern).

An Enez ; Gollot; Gwaz-Wenn Piriou; Gwerginiou; Kenkiz Iestin; Kenkiz Vras; Keranglaz; Kerblat; Kerboriou; Kerdual; Kergonan; Kerizien; Kernevez; Kerverder; Kervot; Kerdu; Kerdu-Rezon; Kerviganvac'h; Kerizout; Kervaengi; Kersenan; Kerwern; Koulmoù; Lanaskol; Lann-Plouilio; Leurvaen; Plas-Kerwenn; Rest Vras; Roslogod; Rumedon; Sant-Jozef; Sant-Yann; Trezao

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Niver a annezidi

Melestradurezh

Tud

Tud ganet eno

Tud marvet eno

Ardamezeg ar familhoù

Ditouroù kavet e labourioù Guy Le Borgne, Pol Potier de Courcy, Gourdon de Genouillac, hag all.

Arel,

aotrounez al Leurven

Palefarzhet etre argant ha glazur
Ger-ardamez : L'Honneur y gist.
Bigod,

aotrounez Runbêr ha Kerzalt (Kerizout)

En argant e ziv dreustell en gul, eilet gant c'hwec'h pempdeliaouenn ivez en gul, 3, 2, 1.
Bourhis,

aotrounez Kerblad

En gul e seizh kregilhenn en argant, 3, 3, 1.
Cariou,

aotrounez Kerginiou, Gwazhwenn, Kernevez, Sant-Visant

En glazur e deir rodig kentre en aourSturienn ː Urgent stimuli
Chapalian,

aotrounez Kerizout

En argant e deir sourin en gul; e grenngonk ivez en gul, karget gant ur steredenn en argant.
Courmeau,

aotrounez Leurvaen (hervez Hentoù Koz Plouilio)

En gul e deir c'hregilhenn en argant (hervez Guy Le Borgne)
Kemper,

aotrounez Lanaskol

En argant e leonparzh en sabel, leinet gant teir c'hregilhenn ivez en sabel
Keranglas En argant e deir zreustell en glazur
Kerbuzig En sabel, plezhek en aour ; ur ruilhenn ivez en aour ouzh kab
Kerret,

aotrounez Kerven

Palefarzhed; ouzh 1 & 4, en aour e leon kudennek en sabel, e c'housourin en gul balirant; ouzh 2 & 3, en argant, e zaou c'hudon penn ouzh penn, o vekañ ur c'halon en gul
Kermenguy Treustellet etre erminoù ha gul; ar re erminek karget gant c'hwec'h mailhenn en gul, 3, 2, 1
Kermerc'hoù,

aotrouien Leurvaen

En argant, e groaz melionek en sabel, karget gant pemp steredenn en aour
Kerverder,

aotrounez al lec'h se (c'hwec'h rummad)

En gul, e gebrenn en argant, eilet ouzh beg gant un arbenn ejon ivez en argant
de Boisgelin,

aotrounez Kerdu

Koad-Kelen (de Boisgelin), aotrouien Kerdu
Palefarzhet : ouzh 1 ha 4 en gul e rodig-kentr en argant ; ouzh 2 ha 3 en glazur
Ger-ardamez : In virtute vis.
de Coëtleven,

aotrouez Kermenguy

En argant e leon en gul.
Le Lann, aotrounez al lec'h.

Yann Al Lann a zo bet kabiten Montroulez e 1443.

En argant, e deir c'housourin en gul, e c'hrenngonk ivez en gul
Lantillac,

aotrounez Kergaradeg, e parrez Ploulec'h. Kavet ivez er maner Kerven, da heul familh Kerred

En argant, e dreustell en sabel plezek en aour, eilet gant teir rozenn en gul
Leizour, aotrounez Lanaskol.

Lakaet war roll an noblañs eo bet Erwan hag e vab Gwilherm al Leizour, eus parrez Plouzelambr, dre lizher an dug e 1439

En gul, e greskenn en argant, eilet gant teir kregilhenn ivez en argant
Le Noan.

Aotrounez Hentmeur.

En gul, e dri kleze en argant, begioù ouzh kab
L'Olivier.

Aotrounez Kervren

En argant e dreustell en gul treilhet en aour, eilet gant teir pempdiliaouenn en gul
Plouezoc'h.

Aotrounez Roslogot, eus 1427 da 1543.

En sabel, plezek en aour, e vevenn koñchek en sabel
Raison Kent 1568 : En argant, e greskenn en gul, eilet gant teir rozenn Kalais ivez en gul
Raison Adalek 1568 : En erminoù, e eir ruilhenn en sabel. Ger ardamez : Toujours Raison (= Gwir atav)
Le Run.

Aotrounez Keralgan. Meneget e 1669.x

En aour, e vran en sabel, ur skoultrig gwezenn-olivez en geot etre he krabanoù, eilet gant teir steredenn en sabel

Levrlennadur

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Plouilio

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Fiche d'inventaire préliminaire
  3. (fr)Fiche d'inventaire préliminaire
  4. 4,0 ha4,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  5. (fr)Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 256, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
  6. (fr)Christian Bougeard, Le Choc de la guerre dans les Côtes-du-Nord 1939-1945, Embannadurioù Jean-Paul Gisserot, Ebrel 1995, pajennoù 24 ha 25