An Aulerci - e latin - pe Aolerked[1] a oa anv peder fobl c'halian o chom etre ar stêrioù Liger ha Saena.
Gerdarzh
Dont a ra anv an Aulerci eus ur rakger au- , a verk ar pellder, a gaver e meur a yezh indezeuopek, hag ur ger lerco- diwar *LERC- o talvezout "roud", deuet da vout LERC'H e brezhoneg; en iwerzhoneg ez eus un anv LORG (kemm boas e/o) a zo "roud". An Aulerci a vije neuze "tud ar roudoù". N'haller ket sklaeraat ar ster evit poent avat.
Peder fobl
Sed anvioù ar peder fobl, a oa teir anezho er c'hevredad arvorigat:
- an Aulerci Brannovices, suj d'an Aedui[2], e saonenn ar stêrioù Yonne pe Saône.
- an Aulerci Cenomanes, e proviñs Gallia Lugdunensis, er reter (e lodenn reter Maine) ; ha Vindunum pe Cenomani (Le Mans) a oa o c'hêr-benn,
- an Aulerci Diablintes[3], etre ar Redones er c'hornôg hag ar Cenomanes er reter (e lodenn gornôg Maine) ; hag e Noviodunum pe Diablintes (Jublains), edo o c'hêr-benn.
- an Aulerci Eburovices[4], e proviñs Gallia Lugdunensis, etre ar Veliocasses er reter hag al Lexovii er c'hornôg, en-dro d'o c'hêr-benn Mediolanum pe Eburovices (Évreux).