Ar Suetrii (e galianeg: *Su(p)etrioi; en gregaj : Σουητρίοι) a oa ur bobl kelt pe ligur, staliet e tolead Frejus hag Antibes en Oadvezh an Houarn, war-dro ar I kantved kent J.-K.. Salinae e oa o c'hêr-benn.

O anv

Meneget int evel Suebri (a-wezhioù suberi, uebri) ha Svetri gant Plinius (I kantved goude J.-K.)[1], evel Souētrōn (Σουητρ...ων; a-wezhioù Σουιντρ...ων, Σουκτρ...ων) gant Ptolemaios (Eil kantved goude J.-K.)[2], ha Suetrio en un enskrivadur[3][4].

An anv Suetrii a c'hallfe dont eus *su-(p)etri- e galianeg, a dalvezfe "evned mat" (da geñveriañ gant al latin accipiter)[5]

Monumant Turbia

Engravet e voe o anv war ar monumant anvet Tropaeum Alpium e Turbia, en enor d'an impalaer Augustus, ma'z eo bet merket anvioù ar pobloù trec'het gantañ.

Levrlennadur

Mammennoù

Skridoù all


Notennoù

  1. Plinius. Naturalis Historia, 3:20.
  2. Ptolemaios, Geōgraphikḕ Hyphḗgēsis, 3:1:38.
  3. CIL 5:7900
  4. Falileyev, 2010, pennad Suetrii.
  5. Delamarre, 2003, p. 168