Ar Galeted a oa ur bobl e Galia gozh, o chom en hanternoz Normandi a vremañ, er pays de Caux ha pays de Bray.
Savet eo an anv diwar ar wrizienn "kalet"[1]. En hanternoz da Enez Vreizh e oa ar bobl Kaledonii, savet o anv diwar ar memes gwrizienn, evel o bro, Kaledonia.
E Callulum e oa o c'herbenn[2] a deuio da vezañ Juliobona (hiziv Lillebonne). Ur gêr all Caracotinum a deuio da vezañ Harfleur
Etre Belged hag Arvorigiz e oa ar Galeted, met n'ouzer ketpetra e oant a orin.
E 57 kent JK edo o amezeien Bellovaked o klask aozañ emsavadeg ar pobloù belg a-enep da Gaesar a oa oc'h aloubiñ Galia belgica, ha kaset e voe 10 000 den gant ar Galeted. En -52 eo 20 000 den a voe kaset ganto da Verkingetorix[3] da skoazellañ ar penntiern gronnet en Alesia gant ar Romaned. Bloaz goude en em savent gant ar Velged o doa lakaet Correos e penn ur c'hevredad bellovak ha veliokas.
|