Salud, Fulup, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg | |||
Demat, Fulup. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ. | |||
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit. | |||
Kregiñ ganti Ober e gammedoù kentañ |
Takad pleustriñ Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae | ||
Program skoazell. Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti |
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki | ||
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki |
Foar ar Goulennoù Goulennoù a vez graet gant an holl | ||
Reolennoù Wikipedia Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh |
Tavarn Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all | ||
Pemp pennaenn Wikipedia Reolennoù diazez mat da c'houzout |
Skoazell Dornlevr hollek Wikipedia | ||
Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : |
Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.
-d +z chouchenn
trugarez evit da ditourou met re diaes eo evidon. chouchenn
Hi! I was wondering if you would help us create an entry in Breton for "Nonkilling" [1]. The first paragraph would do! --Cgnk 3 Mez 2009 da 18:25 (UTC)
Pa gaver fazioù e karfed reizhañ. Evel amañ, er pajennoù "rummadoù: Emañ ar 6 pajenn da-heul er rummad-mañ, war un hollad a 6. Diwar, e-lec'h war. Piv a reizho? Gant piv emañ an alc'hwez?Bianchi-Bihan 31 Mae 2009 da 21:53 (UTC)
Setu bremañ ouzhpenn miz eo bet kemmeret da c'hortoz an diviz da skrivañ e kembraeg anvioù rieion Kembre pa vezont lakaet e brezhoneg evit re ar broioù all. Dreist-holl eo bet berzet o skrivañ e brezhoneg, ha pennadoù savet ganin zo bet freuzet. Kement-se da c'hortoz un emglev degemmeret gant an holl. Daoust d'ar pezh a skriv Kaozeadenn Implijer:Merour (N) ne damallan ket anezhañ da vezañ un den a-sav a-du gant savpoentoù Bianchi-Bihan atav, na pell ac'halese. Koulskoude, pa embann Kemeret 'zo bet ganin un diviz da c'hortoz war ar c'hraf resis-se ha lakaat arin an holl da blediñ outañ, mar plij dezhe pe get, betek ma vo bet tizhet ur c'henemglev da vat, ez eo koulz lavarout lezel an traoù evel m'emaint hervez savpoent un tuad hepken. Da gentañ, evel 'm eus bet tro d'hen eztaoliñ endeo, ne gomprenan ket an dibab da asantiñ hepken, da c'hortoz, dibaboù un tuad hepken, ha da verziñ re an tuad kontrol. Hag an dibab gwellañ eo da "sioulaat an traoù" da sevel a-du -ha pa vefe a-hervez da c'hortoz- gant unan eus an daou duad enebet ? Aotreen pennadoù anvet Hywel Dda pe Rhodri Mawr ne endalc'h den dre ret da verziñ pennadoù -savet en a-raok- anvet Hoel Vat pe Rhodri Veur ha d'o skarzhañ zoken. Sede pezh a zo bet graet evelkent. Pelec'h emaint bremañ ?
Abaoe, pennadoù all evel Meuriadoù ha keodedoù roman Preden zo bet freuzet gant Implijer:Bianchi-Bihan. Pegoulz an diaoul e kompreniot eo poent bras e virout da genderc'hel da zegas reuz ha vadalerezh e Wikipedia brezhonek ? Petra vir ouzhouc'h d'e lezel evel-se ? An druez ? Pouezusoc'h eo, a gredan, kemer an diarbennoù ret d'ober eus Wikipedia ur benveg talvoudus ha n'eo ket mui ur vezh lenn e bennadoù. Skarzhit Implijer:Bianchi-Bihan eus Wikipedia brezhonek !
Meven 12 Gou 2009 da 19:51 (UTC)
Vi-koukoug ebet ne oa:
http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Radio_Kreiz_Breizh&diff=next&oldid=549019 Neuze eo adsavet pezh a oa diverket.
Savet eo bet ganin ur c'hinnig evit boulc'hañ gant an argerzhadur evit dilenn merourion/ezed nevez . Pedet out da reiñ da ali war ar bazenn gaozeal stag ouzh ar c'hinnig-se (amañ) diwar-benn ar c'hraf kentañ a denn d'an doare ma ranker lakaat anv unan bennak evel kannad/ez evit dont da vezañ merour/ez. Ur wezh sklaeraat ar bazenn gentañ-se ha tizhet ur c'henemglev ledan e vo tu da vont pelloc'hig o tigeriñ ar argerzhadur da vat o pediñ digant an implijerion/ezed lakaat o anv pe anv unan bennak all evit gallout mouzhiañ diwar ofenn da c'houde. Da achuiñ neuze e vo ret da c'houde dont a-benn d'ur c'henemglev diwar-benn mont-en-dro ar vouzhiadeg hec'h-unan a-raok stagañ ganti da vat. Neal (Kaozeal) 30 Eos 2009 da 18:01 (UTC)
A-raok an ehanoù e oa bet kemeret un diviz diwar-benn an anvioù-rieion kembraek, "da c'hortoz" un c'henemlev a zegouezho, 'm eus aon, e bloavezh an erc'h du, kement-se diwar zigarez stultennoù ur penn-leue dizesk ne c'hall ket diforc'hañ anvioù-gwan boutin (ar c'hembraeg da > dda da skouer) gant lodennoù eus un anv-den a vefe ; n'eo ket evit kompren an amaezhierzh saoz, hag a venn lavarout e c'her diwar e benn (distrigoù meiziet evel kêrioù diwar zigarez ez int anvet hervez an termenadurezh kefridiel saoz boroughs) ; petra soñjal eus an Historia Regum Britanniae troet Istor Rouaned...Breizh !?!?.
Abaoe en deus freuzet pennadoù savet ganin evel Meuriadoù ha keodedoù roman Preden, Aberplymm ha reoù all. Kenderc'hel a ra gant e vandalerezh -peurvuiañ hep e lesanv wikipediat met gant un IP hepken- war va fennadoù diwar-benn kêrioù Kernev-Veur pe gonteleioù Bro-Saoz.
Ha rankout a ra wikipedia chom da vezañ ur c'hoariell evit pennoù-leue dizesk eveltañ, c'hoant gantañ kenderc'hel didrabas da astenn e ziouegezh ?
Ur wezh adarre : ha petore diarbennoù e vo graet evit e virout da gendrec'hel gant ar reuz a ra war Wikipedia ? Petra zo ret evit skarzhañ a-benn ar fin Bianchi-Bihan ?
Meven 3 Gwe 2009 da 16:30 (UTC)
Da gregiñ ganti e kinnigin un tamm arroudenn eus ar reolennoù a sell ouzh kefridi ar verourion : Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok. Arabat eo dezhañ implijout e ostilhoù evit ur gounid personel ivez pe en un doare dizonest. Ma vez seurt emzalc'hioù gant ur merour e c'haller soñjal e kammimplij e veli.[2]
Mat. Bremañ, petra eo orin an dilennadegeg a-vremañ ? War a greder e vefe gant emouestl Wikipedidi laouen da skoazellañ Neal, a labour e-unan evel merour. Jentil –frommus zoken-, neketa ?
Bianchi-Bihan, prest bepred da labourat evit ar Brezhoneg (gant ur bennlizherenn mar plij), en em ginnigas kerkent. Brav eo, neketa ?
Sellomp 'ta un tamm a-dostoc’h bremañ. Da heul tabutoù savet ganin a-zivout krefen lieseurt –diwar-benn rieion Kembre pergen, a zo berzet ouzhin labourat diwar o fenn– e kavas B.-B. ur respont : en em ginnig da verourez[3]. Pezh a ziskouez n’eo ket tamm ebet evit "skoazellañ" Neal en em ginnig B.-B., evit ober un arver personel eus ur galloud brasoc’h ne lavaran ket. Fentus eo lenn diwar he fluenn -o komz diwar va fenn- gerioù evel "vandalerezh", "margodenniñ", "kunujennoù", "tagadennoù" ha me oar-me. BB a oar eus petra emañ o komz hep mar : pa seller ouzh obererezh merouriezh kent[4] e lenner dres, etre ar 4 Mezheven 2007 hag ar 5 C'hwevrer 2008 (hag a-raok, d'an 22 Du 2006, gant e "geneil" Bernez Bernioù), stankadennoù diniver en abeg dres da seurt emzalc'h. Da c’hoarzhin eo lenn tamalloù a-berzh BB evel “margodenniñ” ! Ha petra eo soñj Implijer:Bernez Bernioù, Implijer:Tangi Gwegen, Implijer:Shelley Konk, Implijer:Alan Delo, Implijer:Rufus, Implijer:Nihil Obstat, Implijer:Ab Ostol, Implijer:Kergidu, Implijer:Lola Kola, Implijer:Alfoñs ar C'hlas, Implijer:Alfoñs ar Werenn…diwar-benn kement-se ? Fentus eo a-hend-all lenn Neal skrivañ "Krediñ a reer e c'hellfe bezañ implijet ar gont-mañ evit margodenniñ". Kinnig a rafen a-walc'h un doare gwelloc'h c'hoazh : "Krediñ a reer, hervez tud zo, a c'hellfe, marteze (gallus a c'hallfe bezañ), bezañ implijet, dre ma vefe diskred...". Pe ur stumm all un tamm berroc'h : "Bianchi-Bihan he deus lavaret din skrivañ...". Hag un tamm pelloc'h : "goulennet eo bet gwiriekaat IP ar gont-mañ". Emeur bepred o c'hortoz disoc'h an enklask, me'gred...
Bremañ e rankomp dilenn merourion nevez. Evel-just e oa BB an hini gentañ d'en em lakaat war ar renk...a-raok ar prantad kefridiel embannet zoken ! Mall zo ganti pakañ ur galloud nevez c'hoantaet bras ganti abaoe pell zo, war a hañval...
Petra eo stad an traoù, bremañ ? E-touez ar verourion kent, Kadwalan, Benoni, Paotr, Fulub ha C.Rogel a hañval bezañ "steuziet". Ne chom oberiant nemet Neal, a zo penn-da-benn e dorn BB.
E-touez an emstriverion e weler diouzh un tu ur skipailhig tud en em anavez mat war a hañval, hag oc'h en em kinnigañ pep hini an eil evit egile : BB (kinniget gant ..., Ex-Smith ha Neal), Ex-Smith (kinniget gant Neal ha BB), Llydaw (kinniget gant Ex-Smith, BB ha Neal) ha ... (kinniget gant BB, Neal, Ex-Smith) (an daou diwezhañ o vezañ nullet o c’hinnig diwar o goulenn) : bravat tiegezh, neketa ? Diouzh un tu all, estregedon, Y-M D (kinniget gant Bolivar, "Gweñlc'h"), Gwendal P. ha Malo (kinniget ganto o-unan). Ha neuze e teu an traoù da vezañ kemplesoc'h evit BB hag e sujidi ! Neal ha BB zo ar re o deus kinniget ar muiañ a emstriverion (BB, Ex-Smith, Llydaw ha ... gant Neal ; Ex-Smith, Llydawr ha ... gant BB), pa oa asur e oa tud eus o skipailhig. Ha bremañ pa welont tud all -ne hañvalont ket anavezout ken mat- e skriv Neal : Ret eo anzav on souzhet bras gant an niver a dud a fell dezhe dont da vezañ merour... hag en em c'houlenn a ran hag-eñ e c'houvezont int-i holl pe re eo kefridioù ar c'harg-se? N'eus forzh penaos, ne gav ket din e vefe un dra vat kaout re a verourion rak ret eo dezhe en em glevet ivez ha, d'am soñj atav, e vefe aesoc'hig kas an traoù war-raok en un doare sioulig ma vefe un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav.[5] Ya, sur ! Gwelloc'h eo "un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav". Un nebeut tud dibabet mat na petra 'ta !
Ha petra eo "labour" BB a-benn ar fin ? Evel am eus bet tro da verkañ ergentaou e skriv war pep tra, daoust dezhi na c'houzout tra diwar o fenn. Evel-just, anat deoc'h, ne c'haller ket "gouzout pep tra". Padal eo souezhus gwelout unan bennak bezañ dizesk war pep tra evelti. Pezh a ra hepken zo klask treiñ pennadoù diwar Wikipediaoù all. Hogen, evel 'm eus bet tro da lavarout, ne c'haller ket treiñ ervat un destenn pa ne gomprenner ket anezhi. Levrlennadur nemetañ BB zo...ar Wikipediaoù all ! Hag ul levr bennak he defe digoret en he buhez ?. Evit pezh a sell ouzh an diskibezhioù on boas da bleustriñ -an Istor, am eus un tamm stummadur warnañ, da skouer- pe an dodennoù a gav din bezañ bet studiet kalzig -ar reizhiad amaezhel saoz da skouer- e c'hallan lavaret en un doare diogel ez eo nul live ar brizhpennadoù savet gant BB. Ne vin ket evit barnañ disklibezhioù all estrenoc'h ouzhin, goulakaat a c'hallan ez eo heñvel he live diwar o fenn. Ha Wikipedia a vefe tonket da vezañ troidigezhioù -fall- eus ar Wikipediaoù all ? Padal ar Wikipediaoù all zo bouedet gant titouroù hag imbourc'hioù diavaez, n'int ket troidigezhioù hepken eus ar Wikipediaoù all. Gwell a se evit ar Wikipediaoù-se n'eo ket o fennadoù troidigezhioù diouzh ar Wikipedia brezhonek !
Ar pep gwashañ eo n'eo ket evit gouzañv e vefe tud all o klask kas war-raok ul labour sirius : e Wiki dezhañ an hini eo, hag ur pennad en deus savet zoken evit addegas kement-se da soñj da gement hini en defe ankouaet un dra ken anat, anvet en un doare souezhus Wiki-ni e-lec’h Ma Wiki din-me ! Hag emaomp amañ e rouantelezh an Tad Ubu : dizesk, sot, drouk eo...met ar galloud zo ganti ! Ha neuze e c'hall mac'homañ ar Wiki, heskinañ kement ali disheñvel diouzh hec'h hini. Un doare emskiantek eo moarvat da gaout an dizober eus ar re n'int ket e "linenn" BB hag he lakezed, a-hend-all : o digalonekaat hag o heugiñ dre o rediañ da asantiñ dibaboù tidel ne c'haller ket asantiñ, kement-se a-benn o lakaat da baouez da gemer perzh. Ha den n'en deus klasket kompren perak e oa kement a dud bet oberiant ergentaou ha dilezet ganto Wikipedia abaoe ur prantadig ?
Evit pezh a sell ouzhin, n'em eus biskoazh klasket rediañ an termenadurezh reizh d'ar pennadoù savet araozon gant ar re all, ha pa oufen pegen lu e c'hallont bezañ. Kinnig ha netra ken, da skouer evit pezh a sell ouzh an anvioù-lec'h iwerzhonek -dic'hallus da zistagañ da gement ne oar ket iwerzhoneg- ha roet dezho gant poell ur stumm brezhonek gant Loeiz Andouard, evel Limnac'h e-lec'h Luimneach). Padal e kav din e ranker tennañ korvo eus an holl re o deus kaset hor yezh war-raok araozomp, eus geriadurourion an 18vet kantvet betek Preder, hag o tremen dre Frañsez Vallée, Gwalarn ha Roparz Hemon, SADED ha Guy Etienne, pe c'hoazh etre Ebrel 1991 hag Here 1992 Bodad ar Yezh Arnevez (BAYA), heuliad emvodoù kaset war-raok gant Herve Kerrain (ha ne oa ket, eñ, ur brizhvrezhoneger)...Ne lakan mammenn ebet a-gostez, an holl o deus o splet. Hogen tud dizesk zo bepred feuket pa lennont traoù n'int ket evit kompren hag a live uheloc'h eget o hini. Ha neuze e ranker skrivañ ur ger gallek war zigarez n'eur ket evit kompren kefridiel (a gaver e Geriadur An Here, pe e Tintin. Afer Klaskato, p. 43 : "En un notenn gefridiel e sav Maodiernezh an Aferioù Diavaez kreñv he mouezh a-enep..." : moarvat e vo lavaret e oa Divi Gervella ha Martial Ménard awenet gant ur gealiadurezh diaoulek !). Neuze e ranker skrivañ lec'hienn e-lec'h load pa rankfe klotañ "ez-naturel" ha "dre ret" lec'hienn (dereat-tre evit ul lec'hienn henoniel da skouer) ouzh ar galleg site, ha pa n'eo ket load anavezet gant ar veulkeed-se. Ha koulskoude e vez kavet ar ger-se e Geriadur ar Stlenneg embannet e 1995, pe e Aber abaoe krouidigezh he load (load gwe a vez kavet abaoe an niv. 15, Nevez-Amzer 2004) ; biskoazh n'em eus kavet, e saozneg, site e-lec'h website. Rediañ a reer c'hoazh dibaboù diboell-krenn diwar-benn an anvioù-rieion, ha dislavarus dreist-holl : treiñ evit broioù zo (Loeiz XIII...), berzañ skrivañ e brezhoneg evit broioù all zo, evit Kembre pergen. Ha koulskoude roue Gwynedd an 10vet kantved ha kont Kernev an 11vet kantved o doa an hevelep anv, ar skoueriekadurioù brezhonek ha kembraek a-vremañ hepken a grou un diforc'h ne oa ket anezhañ d'ar c'houlz-se pa oa c'hoazh ur gumuniezh predenek bev-mat. Merkañ a c'haller a-hend-all e skriv Divi Gervella e Emblèmes et symboles des Bretons et des Celtes, Coop Breizh, 1998, p.26 Hoel Dda (zoken ma c'haller bezañ souezhet e chom e kembraeg da). Heñvel e vefe ar gudenn evit anvioù-tud lec'hlennat evel Olaf/Olof...disheñvel hiziv an deiz e daneg, norgeeg, svedeg hag islandeg, ne oant ket ken dispartiet er Grennamzer avat. Kement-se n'eo ket ur gudenn a yezhoniezh-rik, ur gudenn a Istor ne lavaran ket, pezh ne c'hall ket beulkeed evel BB intent...
Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous. Poent eo ober eus Wikipedia brezhonek ur benveg sirius a c'haller fiziañ ennañ.
DIEUBOMP AR WIKIPEDIA, HA DIEUBET E VO PEP TRA !
Meven 2 Her 2009 da 14:57 (UTC)
Kalz buanoc'h e vin diwar-benn "respont"[6] Bianchi-bihan, a skriv er wezh-mañ diwar bluenn Neal.
Bianhi-Bihan hag he sekretour Neal a glask lakaat da grediñ ne vefe amañ nemet ur gudenn a vennozhioù pe a emzalc'h. UR GUDENN A C'HALLOUD N'EO KEN, hag int -evel an Tad Ubu- a ra pezh a garont pa 'z eo ar galloud ganto, ha mat pell zo.
Meven
Evel merour ma'z out e vefe mat dit reiñ da soñj diwar-benn an afer-mañ. Grevus-tre e c'hellfe an traoù dont da vezañ war a welan. A galon, Neal (Kaozeal) 25 Her 2009 da 17:51 (UTC)
Goulennet am eus gant meur a verourier ma talveze an dibab-se ([12]) evit adreizhañ ar pennadoù met n'am eus bet respont ebet. Marteze e pefe te unan. Evit ma fiñvfe an traoù un tamm. --Y-M D 30 Her 2009 da 17:56 (UTC)
Demat Fulub.
Ne lakaan diskred ebet war onestiz da intrudu da zistanañ an traoù ha da gavout un diskoulm d'ar reuz degaset gant Bianchi-Bihan hag he skipailhig. Ha betek ar penn out prest da vont avat ?
E stumm goulennoù e kinnigin dit da respont da gement-se :
Ne gredan ket ne vefe an dalc’h gant kudennoù a dermenadurezh hepken. Gant an doare d’o "diskoulmañ" ne lavaran ket. N’em eus biskoazh klasket da rediañ va dibaboù. Da skouer am boa kinniget heuliañ kinnigoù Loeiz Andouard evit an anvioù-lec’h iwerzhonek[14], techet e oan ivez da reiñ anvioù brezhonek da lec’hioù zo eus Breizh-Veur, evel Porthia[15] e Kernev-Veur, Llanilltud Fawr, Aberplymm...Gerioù brezhonek zo a-hend-all abaoe pell zo ha ne zegasont diaester ebet (Kêrdiz, Dulenn…). Yezhoù all a grou nevezc’herioù evit anvioù-lec’h "estren" zo. Da skouer e vez lennet war niverenn 393 An Gannas –Gwenngolo 2009–, p. 8, ur stumm kerneveurek Rysoghen savet diwar skouer ar c’hembraeg Rhydychen evit ar gêr anvet e saozneg Oxford. Poellek-kenañ eo reiñ stummoù dibar e pep hini eus hor yezhoù predenek a-vremañ da gêrioù rak-saoz zo (Evrog/York, Karesk/Exeter…), pe abalamour d’o fouez en o darempredoù gant hon broioù predenek a-vremañ (Aberplymm/Plymouth…), ha pa vefent hiziv an deiz e Bro-Saoz.
Gallout a reer kenderc’hel evel m’edo an traoù : aozañ "mouezhiadegoù" a gemero perzh enno en devoud nemet ar re n’int ket bet argaset goude bezañ heuget ez-emskiantek. Sellout ouzh pevar skouer tud pellaet diouzh Wikipedia abalamour da seurt arc’hwelezh-se :
An daou diwezhañ a hañval bezañ distro. Betek pegoulz avat ? Ar re-se o deus eztaolet o abegoù. Kalz reoù all zo aet kuit hep hen ober. Ne gav ket dit e vefe mat da c’houzout perak ? Aozañ aliesoc’h mouezhiadegoù ? Ul labour all a vefe, evit addegas meur a hini heuget ergentaoù da zont en-dro.
Holl elfennoù an teuliad am eus kaset a biaouez, me ’gred. Daoust hag am eus ijinet an arroudennoù meneget ? Daoust hag am eus o zroet fall evit ar re a zo war Wikipedia gallek ? Dit-te da respont neuze. Ne gav ket dit ez eo fur ali Arko : En em lakaat en arvar e rafe vad dit, sur eo ha n'eo ket marteze [21] emezañ da vBianchi-Bihan, hag a c’hallfe bezañ astennet da reoù all e skipailhig ?
Meven
Salud. Daou film am eus labouret warno : [22] ha [23]. A galon. --Ex-Smith 1 Du 2009 da 14:50 (UTC)
Mat e seblant bezañ bremañ. Tu 'zo dit adlakaat ar pezh a ginnige Neal zoken, met er stumm a lakan dit dindan (sell ouzh c'hod) :
|
Ret eo e vefe staget an <noinclude> d'an destenn a-raok. Ret eo d'ar re all diwall. Se 'zo ivez penn kaoz d'ar c'hudennoù gant patromoù ar bannieloù am eus ranket reizhañ e-pad eurvezhioù. --Y-M D 29 Du 2009 da 14:47 (UTC)
Reizhet eo pep tra war a seblant --Y-M D 29 Du 2009 da 14:54 (UTC)
Evel ma o peus goulennet ganin em eus lakaet va anv evit bezañ merour. Me 'zo prest da sikour ac'hanoc'h. Kea da welet en davarn. A galon --Y-M D 2 Kzu 2009 da 17:20 (UTC)
Trugarez dit evit al labour klokaat a peus graet. --Y-M D 5 Kzu 2009 da 19:24 (UTC)
Lennet 'm eus e oa bet un diviz ur prantad 'zo a-benn gouzout penaos e vo lakaet anv ar bibien e brezhoneg. Divizet 'oa bet brezhonekaat anezho war am eus lennet (Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù-tud). Lennet 'm eus ivez e oa bet dibabet ober gant Lukius Iañ, padal e vez graet bremañ gant Lucius Iañ. Me ne oan ket c'hoazh ho labourat war Wikipedia d'ar mare-se neuze n'eo ket splan an traoù din. Bianchi a gav dezhañ eo ret derc'hel d'ar pezh on eus hiziv ha Kadbzh a zo a-du gantañ (amañ e kavi an eskemm nevez). Ur goulenn eeun am eus da sevel neuze :
Pe
Trugarez --Y-M D 2 Gen 2010 da 15:09 (UTC)
Penoas eo ret ober evit treiñ ar c'hemnadennoù a vez e penn uhelañ Wiki ? Klasket 'm eus met n'on ket deuet a-benn. Ma c'helfes diplegañ... Trugarez
Da skouer : "A Thank You from Wikipedia Founder Jimmy Wales" --Y-M D 6 Gen 2010 da 17:31 (UTC)
You edit this system message with an invalid value. What was your intention? This message should contain links to templates marking disambiguous pages. So you should set it to
* [[((subst:ns:Template)):Disheñvelout]] * [[((subst:ns:Template)):Disheñvelout anvioù-badez]] * [[((subst:ns:Template)):Disheñvelout lec'hanvioù]] * [[((subst:ns:Template)):Disheñvelout anvioù-tud]]
All interwiki bots don't know the new templates at the moment. After you changed the message i'll attend to the bot fix for you. Are these four templates all disambigous templates you have on this wiki? Merlissimo 25 Meu 2010 da 05:35 (UTC)
Mes plus humbles excuses, ma connaissance du breton est très limitée dans l'immédiat, et surtout pour cette intrusion qui j'espère ne sera pas trop fâcheuse. Je suis Claudi Balaguer/Capsot de l'association "Amical de la Viquipèdia" de la Viquipèdia catalane et aussi actif sur le Wikiccionari occitan et je fais le tour des Wikipedias afin de rechercher le support le plus important afin d'infléchir la politique actuelle des Chapters qui vise à n'accepter, théoriquement, que les organisations représentant un état et qui a rejeté jusqu'à présent la demande de l'Association. Pour cela il suffit de coller l'étiquette suivante sur la page d'usager: Wikimedia CAT. Pour davantage d'information sur les Chapters: secció local de Wikimedia. Votre/Ton soutien est fondamental pour faire avancer et bouger les choses, nous nous tenons à votre disposition pour vous aider également. Pour plus d'informations sur notre association: Amical Viquipèdia. Trugarez et mille fois pardon pour cette intrusion. En vous/te souhaitant un excellent été doux et ensoleillé, cordialement, kenavo! -- Capsot 14 Mez 2010 da 13:35 (UTC)
Ezhomm am-eus c'houvezout ha bez' ez eus ur reolenn-yezhadur a denn da reizh an anvioù-stêrioù e brezhoneg. Ha gourel ez int holl ? Amañ e c'heller lenn "ar Mur" hag "ar Marne". Perak ez eo ar stummoù-mañ gourel ? Diwar-benn an dra-se ez eo bet kaozeet eno. Trugarez en araok. --Katolik Breizh 9 Gou 2010 da 01:30 (UTC)
Salud dit. D'am soñj e vefe gwelloc'h da gKatolikBreizh kemmañ e anv-implijer, rakbarnet e c'hallfe bezañ. A galon. --Ex-Smith 18 Gou 2010 da 13:22 (UTC)
Va zaget, hersalet hag atahinet en-deus Bianchi-Bihan abaoe ma'z on bet ur c'henlabourer amañ. Arguzennoù, mar plij, e lec'h tagadennoù ! Da skouer : "Ma ne vije ket primoc'h lod merourien da damall alioù ar re all e respontfen a-walc'h un draig bennak. Met ne fell ket din ober o labour, neuze kerzh da c'houlenn diganto en davarn 'ta: Wikipedia:Kumuniezh/An davarn. Chañs vat. Bianchi-Bihan 6 Gou 2010 da 23:40 (UTC)"
"Peogwir e c'hallfe ma respont bezañ tamallet din , goulenn digant ur merour. Bianchi-Bihan 8 Gou 2010 da 11:34 (UTC)"
"Ma ya skuizh an dud ganit eo te a vo pedet da ziskuizhañ. Soñj e niver ar pennadoù savet ganit. Et in terra pax hominibus bonae voluntatis. Bianchi-Bihan 18 Gou 2010 da 18:07 (UTC)" --petrooiicthuustaascleeidas 19 Gou 2010 da 13:29 (UTC)
Ha talvezout a ra ar reolenn-se eus ar yezhadur Bec'h Dei evit ar Wikipedia-mañ ? Bec'h dei, pajenn 197 : "Kemm a ra ivez an anvioù-gwan goude an anvioù gwregel unan hag an anvioù tudgourel lies. Pa vez un anv oc'h echuiñ gant ur vogalenn pe l, m, n, r, v, [e teu] (…) D (…) [eus an anv-gwan] da vezañ (…) Z (…)".
Demat Fulup,
Merzet am eus e oas ur c’henlabourer breizhat.
Evit 10vet bloavezh Wikipedia, eo bet aozet ganeomp un emgav e Roazhon d’ar sadorn 26 a viz Meurzh 2011.
Ar pal : emgavout, pourmen e kêr, tennañ poltriji, evañ ha debriñ etre kenlabourien Wikimedia.
Tu zo da aozañ ar c’henweturañ hag al lojeiz evit chom war blas.
Roll an deiz, an aozadur hag ar roll enskrivañ a c’heller kavout amañ.
Un digarez e vo evit kejañ gant wikipedourien dianav dit!
Arabat kaout aon rak em enskrivañ pe mont e darempred ganeomp.
Ken ar c’hentañ,
A galon, Auregann, Ash Crow, VIGNERON
Goulenn a ran lakaat harz da oberennoù vandalerezh ar merour-se a vir alakaat anv gwir un den en ur pennad dre deir gwech en hevelep deiz. Bianchi-Bihan 2 Du 2011 da 16:02 (UTC)
Goulenn a ran lakaat harz da oberennoù vandalerezh ar merour-se
Ma fell d'ar merour Kadwallan lakaat anv an dud (Charlotte Christine Magdalene Johanna von Hanau-Lichtenberg, ha kant bennak all) en ur yezh bennak all n'en deus ket aotre da dennañ anv gwir an itron en he yezh, hag a zo meneget er pennad diwar he fenn e pep wikipedia : kement-se zo lemel danvez holloueziadurel, ha neuze vandalerezh, hag a rank bezañ barnet evel ma tere. Bianchi-Bihan 9 Du 2011 da 03:09 (UTC)
Merour oc'h war ar Wikipedia brezhonek. Mat e vefe dont da blediñ gant an traoù grevus a c'hoarvez en deizioù-mañ. A-enep d'ar reolenn diazez e vez savet pajennoù nevez gant ar memes pal ha danvez ha pajennoù hag a zo dija, ha lakaet e vezont da enebiñ an eil diouzh eben. Gwashoc'h c'hoazh moarvat, kaset e vez ar bec'h savet diwar-se war ar wikipediaoù all (bruderezh mantrus evit hor yezh, na petra 'ta).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 28 Du 2012 da 10:16 (UTC)
Salud dit,
Troet em eus an ameiler evit enporzhiañ danvez e Commons peogwir emañ e saozneg bepred, ha VIGNERON a skriv din ez poa graet al labour dija, gant un droidigezh disheñvel. Goulenn a ra diganin teuler ur sell kent brezhonekaat Commons.
Ne gavan roud ebet neblec'h eus al labour-se, e Commons pe e brWiki.
Mar gouzez pelec'h emañ e c'hallfemp kenlabourat evit ma vije brezhonekaet Commons da vat (ha da viken).
Ken ar bloaz a zeu, neuze.
Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Gen 2014 da 14:24 (UTC)
N'ouzon ket petra eo an ameiler, met iskis e kavan ar respont d'ar goulenn. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Gen 2014 da 08:39 (UTC) E-lec'h an "tu zo deoc'h da enporzhiañ" (ha n'eo ket eus ar bravañ) e vije gwell ober gant "enporzhiañ a c'hallit", bravikoc'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Gen 2014 da 09:18 (UTC)
Salud dit ! Taol ur sell, mar plij, ouzh ar bajenn Kaozeal:Gremm derc'hanel ha ro da soñj, ma kerez. A galon, --Llydawr (kaozeal) 28 Meu 2014 da 12:35 (UTC)
Demat deoc'h, Setu bremañ div wech ma teu un den (pe marteze daou) da ouzhpennañ gerioù ouzh ma divizoù, o reiñ da grediñ ez int bet savet ganin-me :
Da c'hortoz ho respont mallus. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 6 Gen 2015 da 18:42 (UTC)
Pelec'h emañ ar c'hemmoù a rit anv anezho ? --Fulup (kaozeal) 7 Gen 2015 da 08:54 (UTC)
Demat deoc'h ivez, Ne gomprenan ket ho koulenn. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 7 Gen 2015 da 10:51 (UTC)
Bonjour. Une règle concernant le retrait des "droits spéciaux" (administrateur, bureaucrate, etc) a été adoptée avec le consensus de la communauté en 2013. En accord avec cette règle, les stewards vérifient l'activité de ces utilisateurs sur les wikis ne possédant pas leurs propres règles.
Vous vérifiez les critères d'inactivité (pas de modification ni d'action administrative pendant 2 ans) sur le(s) wiki(s) listé(s) ci-dessous. Puisque le wiki ne possède pas ses propres règles concernant l'activité de ses utilisateurs, la règle générale s'applique.
Si vous souhaitez conserver vos droits, vous devez informer la communauté de votre wiki et mentionner que les stewards vous ont envoyé ce message pour vous faire part de votre inactivité. Si à l'issue de la discussion, la communauté souhaite que vous conserviez vos droits, alors veuillez contacter les stewards sur leur page en mentionnant un lien vers la discussion dans laquelle la communauté exprime le souhait que vous gardiez vos droits.
Si vous souhaitez renoncer à vos droits, vous pouvez répondre ici ou demander le retrait de vos droits sur Meta.
Si vous n'adressez aucune réponse dans un délai d'environ un mois, les stewards procèderont au retrait de vos droits d'administrateur et/ou bureaucrate. Dans les cas ambigus, les stewards évalueront les réponses et soumettront leur réponse à la communauté pour discussion et débat. Si vous avez des questions, merci de contacter les stewards. Rschen7754 13 Gen 2015 da 02:43 (UTC)
Demat deoc'h, N'ouzon ket hag-eñ e rit war-dro hon Wikipedia evel merour bepred ? Da c'hortoz ho respont. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 20 Mez 2017 da 17:10 (UTC)
- Demat, perak e vefe ezhomm da ziverkañ ar pennad m'eo testeniekaet an anv ? Ma'z eus bet droukvesket 2 spesad e c'hallit en venegiñ ha resisaat er pennad end-eeun gant petra e klot an anv. --Fulup (kaozeal) 22 Mez 2017 da 16:04 (UTC)
Sed amañ ar pezh a gaver e lec'hienn OPaB (TermOfis) :
logod draenek Kreta | coll. | logodenn draenek Kreta | rat épineux de Crête | Acomys minous (= Acomys cahirinus) (recommandé)
Amañ ez eo liammet ar pennad ouzh an hini savet e galleg :
Acomys cahirinus
Rat épineux du Caire, Rat épineux d'Égypte, rat épineux
[...] e saozneg :
Cairo spiny mouse
Pennadoù disheñvel all a zo e galleg evit "Le Rat épineux de Crète" (Acomys minous) hag e saozneg evit "The Crete spiny mouse" (Acomys minous).
Amañ emañ an dalc'h...--Prieladkozh (kaozeal) 23 Mez 2017 da 06:44 (UTC)
Gant ar brasañ doujañs, Aotrou merour, e c'houlennan amañ hag aotre zo d'un implijer A lemel evezhiadennoù un implijer B, betek war ho pajenn. https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeadenn_Implijer%3AFulup&type=revision&diff=1752311&oldid=1752309 Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Mez 2017 da 16:18 (UTC)
Demat deoc'h, Setu ar pezh a skriv din ma c'heneil : Goude bezañ klasket un tamm em eus krouet 2 fichenn nevez e diaz TermBret : - souris épineuse, rat épineux (genre Acomys) Acomys sp. : logod draenek ; - souris épineuse du Caire, rat épineux du Caire Acomys cahirinus : logod draenek Kaero. E-giz-se ne vo ket kemmesket gant rat épineux de Crête Acomys minous : logod draenek Kreta. Dont a raio war wel pa vo hizivaet TermOfis. --Fulup (kaozeal) 13 Gou 2017 da 14:26 (UTC)
Re wir ! ha chomet eo evel-se ivez e Termofis, 'm eus aon :
logod draenek Kreta | coll. | logodenn draenek Kreta | rat épineux de Crête | Acomys minous (recommandé)--Prieladkozh (kaozeal) 13 Gou 2017 da 15:32 (UTC)
Demat deoc'h, N'ouzon dare ha normal eo, met chomet eo digemm bete-vremañ... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 3 Eos 2017 da 10:20 (UTC)
Salud deoc'h, Kinnig a ran ma vo serret ma c'hont dre m'emaon o paouez kunujenniñ (Ta gueule !) E Veurded Bianchi-Bihan amañ ha skrivet traoù dizereat diwar e benn amañ. Ne vo ket ur c'holl e mod ebet dre na gemeran perzh er raktres nemet gwech-ouzh-gwech. Gwellañ soñjoù.--Prieladkozh (kaozeal) 7 Meu 2019 da 09:33 (UTC)
8 Meu 2019 da 07:04 (UTC) Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Meu 2019 da 07:05 (UTC)
Trugarez deoc'h.--90.32.241.163 11 Meu 2019 da 21:13 (UTC)
Demat dit. Hag amañ emaout c’hoazh ? Laosket am eus ur gemenadenn en davarn e keñver ar vandalerezh. Huñvreüs (kaozeal) 6 Gou 2019 da 17:16 (UTC)
Salud dit, leusket 'm eus ur gemennadenn war an davarn evit lakaat ar gaoz war merañ ar Wiki-mañ ha dreist-holl kaout merourien nevez marteze, dre ma seblantez bezañ an hini diwezhañ oberiant, ma fell dit reiñ da soñj ! A galon --Lekemok (kaozeal) 17 Ebr 2020 da 19:16 (UTC)
Taol ur sell ouzh ar pezh am eus skrivet en davarn. A galon, --Hans Abherve (kaozeal) 27 Ebr 2020 da 14:46 (UTC)
Hi Fulup
I was asked by Wikimedia Foundation to promote this call for participation on the planned Universal Code of Conduct.
Best regards --Holder (kaozeal) 13 Eos 2020 da 04:05 (UTC)
Pendant plus de 19 ans, les Wikimédiens et Wikimédiennes ont travaillé ensemble pour bâtir la plus vaste ressource de connaissance libre de l’humanité. Durant cette période, nous somme passés d’un petit groupe de contributeurs à une communauté de rédacteurs, de développeurs, d’affiliés, de lecteurs, de donateurs et de partenaires.
Cependant, nous réalisons que rester fidèle à notre objectif, celui qui est exprimé dans notre vision d’«imaginer une monde dans lequel chaque être humain peut librement partager et contribuer à la somme de tous les savoirs», nous avons encore beaucoup de travail à faire.
Par moments, nos contributeurs et contributrices, de même que nos projets eux-mêmes, ont souffert d’un manque de normes qui non seulement nous unissent entre nous mais qui permettent de créer collaborativement un environnement où la connaissance libre peut être partagée sans crainte. Afin de nous rapprocher de cet objectif, nous devons nous assurer que toutes les personnes qui souhaitent contribuer de manière constructive sur nos plateformes se sentent à l'aise et encouragées à nous rejoindre. Nous avons besoin de normes qui peuvent aider à créer un environnement constructif et inclusif qui encourage le partage des connaissances libres.
Au fil du temps, plusieurs échanges ont souligné la nécessité d’avoir un ensemble règles de conduite s’appliquant de manière universelle aux différentes communautés, et enfin, le Conseil de la Fondation Wikimedia a rendu publique une déclaration, promulguant de nouvelles normes pour lutter contre le harcèlement et promouvoir l'inclusivité au sein des projets.[26] Le Code universel de conduite constituera un minimum de règles s’appliquant à tous les projet Wikimédia, et à nous tous, salarié(e)s et bénévoles, aux quatre coins du monde, et aura un impact sur notre travail et nos groupes, nos membres et nos projets. Il est important que nous participions tous et exprimions nos idées sur ce Code, sa nature, ce que qu’il devrait prendre en compte ou non; comment il pourrait faire croître, freiner ou aider nos groupes.
C’est le moment d’en parler. Votre communauté fait partie du mouvement Wikimédia et votre voix compte. Pour qu’elle soit entendue, vous êtes invités à en savoir un peu plus sur le Code de conduite universel [27] et à exprimer par écrit vos idées et réactions sur la page de discussion [28]. Pour plus de flexibilité et pour encourager la participation dans le plus de langues possible, vous êtes chaleureusement invités à traduire la page principale du code de conduite universel dans votre langue respective [29]. Vous et votre communauté pourrez choisir d’exprimer vos opinions dans la langue de votre projet. Par ailleurs, dans le cas où la page sur metawiki ne serait pas encore traduite dans la langue de votre projet, veuillez noter que vous êtes encouragés à répondre dans la langue de votre choix même s’il s’agit d’un fil de discussion initié en anglais sur le code de conduite universel.
Demat. Plañvour - D’an 13 a viz C'hwevrer 1938 e savas ar c'huzul-kêr a-du gant kelenn brezhoneg er skolioù [30]. A galon. Dakbzh (kaozeal) 5 Eos 2021 da 11:00 (UTC)
Bonjour !
Vous recevez ce message parce que vous êtes un administrateur ou une administratrice sur un wiki Wikimedia.
Aujourd'hui, lorsqu'une personne modifie un wiki Wikimedia sans être connectée, nous affichons son adresse IP. Comme vous le savez peut-être déjà, nous ne serons plus en mesure de le faire à l'avenir. Il s'agit d'une décision du service juridique de la Fondation Wikimedia, car les normes et réglementations en matière de confidentialité en ligne ont changé.
Au lieu de l'IP, nous allons montrer une identité masquée. Du fait de votre statut d'admin, vous pourrez toujours accéder à l'adresse IP. Il y aura également un nouveau droit d'utilisateur pour celles et ceux qui ne sont pas admin mais qui ont besoin de voir les IP complètes, afin de lutter contre le vandalisme, le harcèlement et le spam. Les patrouilleurs et patrouilleuses verront également une partie de l'IP même sans ce droit d'utilisateur. Nous travaillons également sur de meilleurs outils pour faciliter la maintenance des wikis.
Si vous ne l'avez pas encore fait, vous pouvez en savoir plus sur Meta. Si vous voulez être sûr de ne pas manquer les changements techniques sur les wikis Wikimedia, vous pouvez vous inscrire à aux actualités techniques hebdomadaires (Tech News).
Nous avons deux propositions concernant le possible fonctionnement de cette identité. Nous apprécierions vos commentaires sur la façon dont vous pensez que cela fonctionnerait le mieux pour vous et votre wiki, maintenant et à l'avenir. Vous pouvez nous laisser un message sur la page de discussion. Vous pouvez écrire dans votre langue. Les suggestions ont été publiées en octobre et nous déciderons après le 17 janvier.
Merci. /Johan (WMF)
4 Gen 2022 da 18:10 (UTC)
Goulennet ez eus bet ma vije gwarezet ar pennad Roazhoneg abalamour da vandalerezh digant an implijer-se. A galon, --2A01:CB08:890E:C600:91F7:E805:842A:AFA 24 Gen 2022 da 22:26 (UTC)
Setu amañ ur standilhon eus emzalc'h Mark Kerrain er Wikipedia brezhonek, en ur sizhunvezh hepken.
Hir-hir e vo 2022 evit an dud kalonek ha sirius a glasko magañ ar Wiki-mañ. --2A01:CB08:890E:C600:ADA0:B80E:BA22:C7C7 2 C'hwe 2022 da 19:49 (UTC)
Salud, Ha gallout a rafec'h rannañ ho skiant-prenet ha, marteze, reiñ hoc'h ali(où) diwar-benn an danvez-mañ : Wikipedia:Kumuniezh/An_davarn/sizhunvezh_09,_bloaz_2022#Treuzlizherennañ an anvioù rusianek/ukrainek, mar plij ? A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:38AC:B154:4F58:E580 4 Meu 2022 da 12:05 (UTC)
Demat dit, kinniget eo bet adlakaat ar saozneg dre ziouer e lec’h ar galleg pa vank troidigezhioù, ma fell dit reiñ da ali. Huñvreüs (kaozeal) 4 Mae 2022 da 08:36 (UTC)