Aldous Huxley | |
---|---|
![]() Aldous Huxley e 1947 | |
Ganedigezh | 26 a viz Gouere 1894 Goldaming, Surrey ![]() |
Marv | 22 a viz Du 1963 Los Angeles (Kalifornia) ![]() |
Broadelezh | ![]() |
Micheroù | Skrivagner Barzh Prederour |
Alma mater | Eton College |
Oberennoù pennañ Point Counter Point (1928) Brave New World (1932) The Perennial Philosophy (1945) The Doors of Perception (1954) Island (1962) | |
![]() |
Aldous Leonard Huxley (/ˈɔːldəs ˈhʌksli/ ; 26 a viz Gouere 1894 – 22 a viz Du 1963) a oa ur romantour, ur barzh hag ur prederour saoz.
A-douez an hanter-kant levr bennak bet skrivet gantañ ez anaver ar romant skiant-faltazi Brave New World (1932)[1] er bed a-bezh ; e The Doors of Perception (1954)[2] e kontas e vuhezadoù dindan drammoù psikedelek evel ar meskalin.
En e yaouankiz e voe kenrener ar gelaouenn Oxford Poetry hag e krogas da skrivañ istorioù berr ; diwezhatoc'h e skrivas senariooù evit ar sinema ha danevelloù e veajoù. E Los Angeles e tremenas trederenn diwezhañ e vuhez.
Denelour, peoc'helour e oa Aldous Huxley, hag ur flemmganer ivez. Pa oa o vont war an oad e voe dedennet gant al lezvredoniezh[3] hag ar gevrinelezh prederouriel, ar pezh e gasas war-du an hollvedelouriezh (The Perennial Philosophy, 1945).
E diwezh e vuhez e voe anzavet evel unan eus speredoù pennañ e amzer. Seizh gwech e voe kinniget e anv evit Priz Nobel al Lennegezh, met biskoazh ne voe roet dezhañ.
E Goldaming (Surrey), 49 km er mervent da London, e voe ganet Aldous Huxley e 1894 da Julia Arnold ha Leonard Huxley. Mestrez-skol e oa Julia Arnold ha nizez ar barzh Matthew Arnold (1822-1888) ; skrivagner ha mestr-skol e oa Leonard Huxley.
Hervez e vreur Julian e veze alies Aldous « oc'h arsellout iskisted an traoù » ; hervez e genderv Gervas e voe dedennet abred-tre gant an tresañ.[4]
E klas e vamm e voe Aldous e-pad bloavezhioù, betek ma klañvaas-hi. Goude-se ez eas da Eton College en Eton, Berkshire, nepell diouzh Windsor.
E 1908 e varvas Julia Arnold, pa oa he mab Aldous 14 vloaz. Tri bloaz goude, e 1911, e klañvaas hennezh d'e dro ha peuzdall e chomas e-pad daou vloaz pe dost abalamour da varradoù keratit[5].
E miz Here 1913 e voe e Balliol College en Oxford evel lenner e rann al Lennegezh saoznek.[6] Tri bloaz goude, e 1916, e klaskas en em rollañ er British Army da gemer perzh er Brezel-bed kentañ ; nac'het e voe outañ avat, dre ma oa fall-tre e lagad dehoù[6] ; en hevelep bloavezh ez eas da genrener ar gelaouenn lennegel Oxford Poetry, a oa bet krouet e 1910[7].
Da heul e studioù e Balliol e klaskas labour abalamour ma tlee arc'hant d'e dad. Adalek miz Ebrel betek miz Eost 1917 e voe e karg eus ar pourvezañ e Maodiernezh an Aer, a ra war-dro ar Royal Air Force. Goude-se e kelennas galleg en Eton College e-pad bloaz — Eric Blair a oa unan eus e skolidi eno ; dic'houest e veze ar c'helenner da zerc'hel ar c'henurzh en e glasad, met barrek-kenañ e oa war ar yezh[8].
E 1919 e timezas gant Maria Nys (1899-1955), ur repuadez Belgiat ; ur mab o devoe, Matthew e anv, e 1920 hag a-hed ar bloavezhioù 1920 ez ejont gwech ha gwech all da Italia da weladenniñ o mignon D. H. Lawrence.
E 1937 e tilojas Aldous Huxley, e wreg hag o mab da Stadoù-Unanet Amerika, ma rejomp o annez en Hollywood, Los Angeles (Kalifornia). E Kalifornia e varvas e wreg Maria Nys e 1955.
E 1956 e timezas ar skrivagner d'ar skrivagnerez ha bredvezegez Laura Archera (1911-2007) ; ur biolinourez vrudet e oa ivez.
E 1960 e klañvaas abalamour da gankr ar c'harloc'henn, en e lazhas en diwezh e 1963.
Kerkent ha boulc'het ar bloavezhioù 1920 e voe Aldous Huxley ur flemmganer hag ur skrivagner anavet. Flemmganoù e oa e romantoù kentañ, Crome Yellow (1921), Antic Hay (1923), Those Barren Leaves (1925) ha Point Counter Point (1928). Danevelloù berr a skrivas ivez : Limbo (1920), Mortal Coils (1922), Little Mexican (1924), ha Two or Three Graces(1926), hep dilezel ar varzhoniezh : Leda (1920), Selected Poems (1925), Arabia Infelix and Other Poems (1929). E bezh-c'hoari kentañ a skrivas d'ar mare-se, The Discovery, a voe embannet e 1924. Arnodskridoù a voe ivez er bloavezhioù-se : On the Margin (1923), Along the Road (1925), Essys New and Old (1926), Proper Studies (1927) ha Do What You Will (1929).
E 1930 ez embannas un arnodskrid all, Vulgarity in Literature hag un dastumad danevelloù berr anvet Brief Candles.
Music at Night and Other Essays a voe embannet e 1931, en hevelep bloavezh hag an dastumad barzhonegoù The Cicadas and Other Poems.
E 1932 e skrivas an arnodskrid Text and Pretexts hag embannet e voe e bempvet romant, Brave New World. An enep bev d'un utopienn eo ar romant-se, a c'hoarvez e London er bloavezh 2540, en ur gevredigezh renet gant teknologiezh ar gouennañ, an embregata bredoniel hag an darblegerezh pavlovek[9].
E 1936 e voe embannet ur romant all Eyeless in Gaza, ur bazenn a-bouez e buhez an aozer war-du ar peoc'helouriezh hag ar gevrinelezh, a zisplegas en e zastumadoù arnodskridoù anvet Pacifism and Philosophy (1936), Ends & Means: An Inquiry into the Nature of Ideals (1937) hag An Encyclopedia of Pacifism (1937 ivez).
Gant an tiegezh Huxley e tivroas ivez o mignon Henry FitzGerald Heard, anezhañ un istorour, ur skiantour hag ur prederour, da Galifornia e 1937 ; hemañ eo a lakaas Huxley war hent ar Vedanta – ur skourr eus an Upanishad, prederouriezh an hindouegezh.
Pelloc'h, e 1938, e kejas Huxley ouzh ar prederour indiat Jiddu Krishnamurti (1895-1986) ; perzh a gemeras er c'helc'hiad dalc'hidi ar Vedanta kaset gant ar prederour ha manac'h indezat Swami Prabhavananda (1893-1976), eus Urzh Ramakrishna[10], en e vanati en Hollywood. E vignon ar skrivagner saoz Christopher Isherwood a zegasas d'ar c'helc'hiad ivez.
Betek e varv e chomas Aldous Huxley stag ouzh The Vedanta Society of South California (VSSC) ; 48 pennad a skrivas evit kelaouenn an aozadur etre ||1941]] ha 1960[11]. En abeg d'e vennozhioù prederourel avat – ne grede e doue ebet, pa ne c'heller ket prouiñ bezañs doue pe zoueez – ne c'hallas ket en em reiñ d'ur relijion.
E-keit-se e labouras Huxley evel senarioour en Hollywood. Ar bern arc'hant a zastumas evel-se a zispignas evit degas d'ar Stadoù-Unanet Yuzevien, skrivagnerien hag arzourien alaman hag a dec'he a-zirak an naziegezh.
E 1940 e tilojas an tiegezh Huxley da Llano, ur pennkêr lec'hiet en dezerzh hag en em led e penn Norzh kontelezh Los Angeles[12].
E 1944 e skrivas ur pennad-digeriñ evit troidigezh saoznek ar Bhagavad-Gita gant Swami Prabhavananda ha Christopher Isherwood[13]. Nepell goude e skrivas Aldous Huxley e oberenn brederourel The Perennial Philosophy (1945).
Goude an Eil brezel-bed, e 1953, e c'houlennas Aldous Huxley ar geodedourelezh evitañ, evit e wreg hag evit o mab ; peogwir e nac'has Huxley dougen armoù evit SUA hag anzav e rae kement-se evit abegoù relijiel e voe sparlet an hent dezhañ ha d'e diegezh.[6]
E 1953 ivez e fellas d'ar skrivagner gouzout hiroc'h diwar-benn efedoù an drammoù psikedelek[14] ; an doktor Humphry Osmond a bourchasas ur muzuliad meskalin dezhañ, hag a chomas gantañ e-pad an abadenn. Bloaz war-lerc'h ez embannas Huxley disoc'hoù e daol-arnod en e levr Doors of Perception (1954).
Div brezegenn a zistagas en azeuldi ar VSSC e Hollywood e 1955 : Knowledge and Understanding ha Who Are We? ; enrollet e voent o-div, hag embannet diwezhatoc'h[15].
En hevelep bloavezh ez embannas e 10vet romant, The Genius and the Goddess, a azasaasevit ar c'hoariva e 1958.
En abeg d'e gleñved e rankas Aldous Huxley disterniañ un tamm e deroù ar bloavezhioù 1960. An arnodskrid On Art and Artists a zeuas er-maez e 1960, heuliet gant ur pennad er gelaouenn Vedanta for the Western World anvet Symbol and Immediate Experience. E 1962 e voe ar studiadenn The Politics of Ecology — ur skrid degemennus, hag e romant diwezhañ, Island. E 1963 e voe moullet an arnodskrid Literature and Science, nebeut kent marv ar prederour.
Romantoù | Danevelloù berr | Barzhonegoù | Skridoù evit ar sinema |
|
|
||
Studiadennoù | C'hoariva | Levrioù beajoù | Faltazi evit ar vugale |
|
|
| |
Arnodskridoù | |||
|
|
|
|
Pennadoù evit ar gelaouenn Vedanta for the Western World | |||
|
|
|
|
|
|
♦ Skrivagnerien ha ♣ Skrivagnerezed |
♦ Robert Abernathy ♦ Forrest J Ackerman ♦ George S. Albee ♦ Brian W. Aldiss ♦ Steve Allen ♣ Karen Anderson ♦ Poul Anderson ♦ Jean-Pierre Andrevon ♦ Georges-Jean Arnaud ♦ Isaac Asimov ♦ Mathieu Bablet ♦ James G. Ballard ♦ Iain Banks ♣ Elia Barceló ♦ René Barjavel ♦ Charles Beaumont ♦ Greg Bear ♦ Stephen V. Benét ♦ Gregory Benford ♦ Cyrano de Bergerac ♦ Alfred Bester ♦ Jerome Bixby ♦ Algernon Blackwood ♦ James Blish ♦ Robert Bloch ♦ Damien Broderick ♦ Pierre Bordage ♦ Pierre Boulle ♦ Anthony Boucher ♦ Ray Bradbury ♦ Bill Brown ♦ Fredric Brown ♦ John Brunner ♦ Serge Brussolo ♣ Doris P. Buck ♦ Algis Budrys ♦ Anthony Burgess ♦ Ernest Callenbach ♦ A. Bertram Chandler ♣ Elizabeth Chater ♣ Daína Chaviano ♦ John Christopher ♦ John Anthony Ciardi ♦ Arthur C. Clarke ♦ Robert M. Coates ♦ Theodore R. Cogswell ♦ Michael G. Coney ♦ Alfred Coppel ♦ Michael Crichton ♦ Philippe Curval ♦ Alain Damasio ♦ Jack Dann ♦ Basil Davenport ♣ Françoise d'Eaubonne ♦ Jan De Fast ♦ Lester Del Rey ♦ Samuel R. Delany ♦ Michel Demuth ♦ Philip K. Dick ♦ Thomas M. Disch ♦ Graham Door ♦ Dave Dryfoos ♣ Catherine Dufour ♦ David Duncan ♦ Harlan Ellison ♦ E. C. Eliott ♦ Michael Ende ♦ Walter Ernsting ♦ Philip José Farmer ♦ Konrad Fiałkowski ♦ Jack Finney ♦ Charles L. Fontenay ♦ Alan Dean Foster ♦ Horace B. Fyfe ♦ Daniel F. Galouye ♦ Raymond Z. Gallun ♣ Angélica Gorodischer ♦ Christian Grenier ♣ Ann W. Griffith ♦ Michel Grimaud ♦ James E. Gunn ♦ Edmond Hamilton ♦ Charles Harness ♦ Harry Harrison ♦ M. John Harrison ♦ Robert A. Heinlein ♦ Frank Herbert ♦ Richard Hill ♦ Robert Ervin Howard ♦ Lafayette R. Hubbard ♦ Jean-Pierre Hubert ♣ Edna M. Hull ♦ Aldous Huxley ♦ Michel Jeury ♦ Norman Kagan ♦ Gerald Kersh ♦ Daniel Keyes ♦ Stephen King ♦ Gérard Klein ♦ Damon Knight ♦ Cyril M. Kornbluth ♦ Walter Kubilius ♦ Henry Kuttner ♦ R. A. Lafferty ♦ Kurd Lasswitz ♦ Jean Le Clerc de la Herverie ♣ Ursula K. Le Guin ♦ Fritz Leiber, Jr. ♦ Murray Leinster ♦ Stanislaw Lem ♣ Doris Lessing ♦ Jean-Marc Ligny ♦ Cixin Liu ♦ Brian Lumley ♣ Katherine MacLean ♦ Ken MacLeod ♦ Donald Malcolm ♦ Phillip Mann ♦ Richard Matheson ♣ Anne McCaffrey ♦ Jack McDevitt ♦ J. T. McIntosh ♣ Vonda Neel McIntyre ♣ Judith Merrill ♦ Abraham Merritt ♦ Lion Miller ♦ Ron Miller ♦ Walter M. Miller, Jr. ♣ Catherine L. Moore ♦ Ward Moore ♦ G. A. Morris ♦ Alan Nelson ♦ Homer Nearing ♦ J. B. Morton ♦ Alan E. Nourse ♦ Andrew J. Offutt ♦ Chad Oliver ♦ George Orwell ♦ Pierre Pelot ♦ Peter Phillips ♦ Daniel Piret ♦ Frederik Pohl ♦ Arthur Porges ♦ Terry Pratchett ♦ Tom Purdom ♦ Maurice Renard ♦ Mack Reynolds ♦ Kim Stanley Robinson ♦ Keith Roberts ♣ Joanna Russ ♦ Eric F. Russell ♦ Emilio Salgari ♣ Pamela Sargent ♦ Robert Sheckley ♦ Karl-Herbert Scheer ♦ Steven Schrader ♣ Idris Seabright ♦ Arthur Sellings] ♣ Mary Shelley ♦ Larry Siegel ♦ Robert Silverberg ♦ Clifford D. Simak ♦ Bernard Simonay ♦ Dan Simmons ♦ Curt Siodmak ♦ Clark Ashton Smith ♦ Cordwainer Smith ♣ Evelyn E. Smith ♦ Jerry Sohl ♦ Norman Spinrad ♦ L. Sprague de Camp ♣ Margaret St. Clair ♦ Bruce Sterling ♦ Theodore Sturgeon ♦ William F. Temple ♦ William Tenn ♣ Sheri S. Tepper ♣ James Tiptree, Jr. ♦ A. E. van Vogt ♦ Jack Vance ♦ John Varley ♦ Jules Verne ♦ Vernor Vinge ♦ Vladimir Volkoff ♦ Kurt Vonnegut, Jr. ♦ Daniel Walther ♦ Ian Watson ♦ Stanley G. Weinbaum ♦ Andrew Weiner ♦ H.G. Wells ♦ Bernard Werber ♦ John A. West ♦ Robert M. Williams ♦ Jack Williamson ♦ Richard Wilson ♦ Robert Charles Wilson ♦ David Wingrove ♦ Gene Wolf ♦ Stefan Wul ♦ John Wyndham ♦ Robert F. Young ♦ George Zebrowski ♦ Roger Zelazny ♣ Marion Zimmer Bradley |
Kelaouennoù brudet |
Amazing Stories ♦ Astounding Science Fiction ♦ Astounding Stories ♦ Famous Fantastic Mysteries ♦ Fantastic Adventures ♦ Galaxy ♦ 'Planet Stories ♦ Startling Stories ♦ The Magazine of Fantasy and Science Fiction ♦ Thrilling Wonder Stories ♦ Two Complete Science-Adventure Books ♦ Unknown ♦ Weird Tales ♦ Wonder Stories |
En-dro d'an SF |
Dodennoù an SF ♦ An SF er bannoù-treset ♦ An SF er sinema ♦ Steampunk |