Alfred Bester
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv-bihanAlfred Kemmañ
Anv-familhBester Kemmañ
Deiziad ganedigezh18 Kzu 1913 Kemmañ
Lec'h ganedigezhManhattan Kemmañ
Deiziad ar marv30 Gwe 1987 Kemmañ
Lec'h ar marvDoylestown Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg SUA Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Micherromanter, skrivagner, kazetenner, skrivagner skiant-faltazi, senarioour(ez) Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of Pennsylvania Kemmañ
Deroù ar prantad labour1939 Kemmañ
Oberenn heverkThe Demolished Man, The Stars My Destination Kemmañ
Tachennskiant-faltazi Kemmañ
Prizioù resevetHugo Award for Best Novel, Prometheus Award - Hall of Fame, Damon Knight Memorial Grand Master Award, Science Fiction and Fantasy Hall of Fame Kemmañ

Alfred M. Bester (New York, 18 a viz Kerzu 1913 – Doylestown, Pennsylvania, 30 a viz Gwengolo 1987) a oa ur skrivagner stadunanat war dachenn ar skiant-faltazi. Evit ar skingomz hag ar skinwel e skivas ivez, koulz hag evit bannoù-treset.

Buhez

E Manhattan e New York e voe ganet Alfred Bester d'an 18 a viz Kerzu 1913, eil bugel ha mab nemetañ James J. Bester, ur Yuzev aostrian perc'henn war ur stal-votoù, ha Bell Silverman, ur Yuzevez a oa bet ganet en Impalaeriezh Rusia ; ar yideg e oa he yezh-vamm kent he divroañ da SUA en he c'hrennoad. Ur verc'h, Rita, o devoa bet e 1908. An itron Bester a droas d'ar ranngredenn Skiant kristen bet diazezet gant Mary Baker Eddy (1821-1910) e 1879 ; daoust da gement-se ne voe kelennet relijion ebet da Rita hag Alfred.

Goude e studi e Skol-veur Pennsylvania ez eas da gevrenn ar gwir e Skol-veur Columbia e New York, a zilezas goude daou vloavezh hepken avat.

E 1936 e timezas da Rolly Goulko (1917-1984), un aktourez e Broadway, er skinwel hag er skingomz (hi e voe mouezh kentañ Lois Lane en abadenn skingomz The Adventures of Superman skignet gant WOR-AM adalek 1940 betek 1951[1]).

E 1938, oadet a 25 bloaz, e tivizas Alfred Bester skrivañ istorioù skiant-faltazi. Bloaz goude e voe embannet e istor berr kentañ, The Broken Axiom er gelaouenn Thrilling Wonder Stories, ha priz ar gwellañ istor bet skrivet gant un amatour a voe deroet dezhañ. Trizek istor all a voe embannet e 1939 ha 1940 e Thrilling Wonder Stories ha Startling Stories. Goude-se e kendalc'has A. Bester da skrivañ istorioù berr, evit Astounding Science Fiction ivez.

Er bloaz 1942 e voe pedet da skrivañ evit an embanner bannoù-treset DC Comics, ma savas istorioù Superman, Batman ha Captain Marvel ; istorioù Green Lantern a skrivas ivez, ha gantañ e voe ijinet ar Green Lantern Oaths ("Leoù Green Lantern") hollvrudet. Evit an aozadur King Features Syndicate e skrivas istorioù Mandrake the Magician ha The Phantom p'edo o c'hrouer Lee Falks (1911-1999) o stourm en Eil Brezel-bed.

Goude tremenet pevar bloavezh o skrivañ evit bannoù-treset e troas Alfred Bester war-du ar skingomz, pa oa bet lavaret dezhañ gant e wreg e oa klask war-lerc'h istorioù nevez. Skrivañ evit ar stirad Nick Carter (skignet e 1943-45) a eure neuze, koulz hag evit The Shadow (1930-54), Charlie Chan (1932-48), The New Adventures of Nero Wolfe (1950-51) hag abadennoù all. Evit ar stirad S-F The CBS Radio Mystery Theater (1974-82) e skrivas ivez diwezhatoc'h[2].

Pa voe diorroet ar skinwel en SUA adalek 1948 e stagas da skrivañ evit ar media nevez-se, ar stirad Tom Corbett: Space Cadet (1950-55) pergen[3].

Adalek 1950 e tistroas da skrivañ istorioù S-F, a voe embannet en Astounding Science Fiction hag e The Magazine of Fantasy and Science Fiction.

E 1952 e voe embannet e romant kentañ, The Demolished Man er gelaouenn Galaxy dre deir rann, kent al levr e 1953 ; un taol kaer e voe, pa c'hounezas ar Priz Hugo kentañ evit ar romant gwellañ[4]. E 1953 c'hoazh ec'h embannas A. Bester e eil romant, Who He? (anvet The Rat Race e 1956), diwar-benn greanterezh ar skinwel.

A-drugarez d'e c'hoproù e veajas Alfred Bester gant e bried da Europa (Rouantelezh-Unanet hag Italia) ma skrivas pennadoù a-zivout ar skinwel europat evit ar gelouenn Holiday ha man echuas e drede romant, The Stars My Destination (Tiger! Tiger! en R-U e 1956 kent an embannadur en SUA e 1957). En un doare reoliek e skrivas pennadoù a-zivout ar beajiñ evit Holiday a-raok bezañ he fennskriver adalek 1963 betek he niverenn diwezhañ e 1971[3]

E deroù ar bloavezhioù 1980 e tilojas an tiegezh Bester da Ottsville (Pennsylvania), nepell diouzh Doylestown ma varvas Alfred d'an 30 a viz Gwengolo 1987 a-c'houde ul lez torret, d'an oad a 74 vloaz.

Oberennoù

Galaxy, miz Genver 1952
Galaxy, miz Here 1956

Nann-faltazi

Romantoù
Arnodskridoù

Skiant-faltazi

Romantoù
Istorioù berr
Dastumadoù
Torkadoù
Levrioùigoù (dalif)

Enorioù

Liammoù diavaez

Notennoù

  1. (en) Robb, Brian J. A Brief History of Superheroes – From Superman to the Avengers, the Evolution of Comic Book Legends. London : Constable & Robinson, 2014 (ISBN 978-1-4721-1070-1)
  2. (en) Hard SF. Kavet : 22/04/2023.
  3. 3,0 ha3,1 (en) American Science Fiction – Classic novels of the 1950s. Kavet : 22/04/2023.
  4. (en) 1953 Hugo Awards. Kavet : 22/04/2023.
  5. Sinet « Sonny Powell ».
  6. (en) Nebula Awards. Kavet : 22/04/2023.
  7. (en) Libertarian Futurist Society. Kavet : 22/04/2023.