Brian W. Aldiss
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh-Unanet Kemmañ
Anv ganedigezhBrian Wilson Aldiss Kemmañ
Anv-bihanBrian Kemmañ
LesanvJael Cracken Kemmañ
Deiziad ganedigezh18 Eos 1925 Kemmañ
Lec'h ganedigezhDereham Kemmañ
Deiziad ar marv19 Eos 2017 Kemmañ
Lec'h ar marvOxford Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Tachenn labourkazetennerezh, skiant-faltazi, belletristic literature, lennegezh skiant-faltazi Kemmañ
KargBooker Prize judge Kemmañ
Bet war ar studi eFramlingham College, West Buckland School Kemmañ
Lec'h annezDereham Kemmañ
Deroù ar prantad labour1954 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour2017 Kemmañ
Grad milourelsoudard Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Korf an armeBritish Army Kemmañ
List of worksWorks by Brian Aldiss Kemmañ
Oberenn heverkNon-Stop, Hothouse Kemmañ
Ezel eusRoyal Society of Literature Kemmañ
Tachennskiant-faltazi Kemmañ
Levezonet gantKarel Čapek, Olaf Stapledon, H. G. Wells Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.brianaldiss.co.uk/ Kemmañ

Brian Wilson Aldiss OBE[1] (East Dereham, Norfolk, 18 a viz Eost 1925Oxford, 19 a viz Eost 2017) a oa ur skrivagner, ur barzh, un dramaour, ur skridarnodour, un aozer torkadoù hag ul livour saoz. Brudet-meurbet eo e oberennoù war dachenn ar skiant-faltazi, a embannas dindan an anvioù "Brian W. Aldiss", "Brian Aldiss", hag un nebeud anvioù-pluenn er bloavezhioù 1960.

Dre ma oa bet levezonet-bras gant skridoù Herbert George Wells (1866-1946) e voe beskadoriad an H. G. Wells Society ; kadoriad ar British Science Fiction Association e voe ivez[2], ha kengadoriad ar Birmingham Science Fiction Group (BSFG)[3].

Unan eus skrivagnerien al luskad New Wave science fiction e voe Brian W. Aldiss, a-gevret gant James G. Ballard, Samuel R. Delany, Thomas M. Disch, Ursula K. Le Guin, Joanna Russ, James Tiptree Jr.[4] ha Roger Zelazny[5].

Gantañ e voe skrivet Supertoys Last All Summer Long (1969), a zo diazez ar film A.I. Artificial Intelligence sevenet gant Steven Spielberg (2001).

Torkadoù istorioù skiant-faltazi a voe savet gant B. W. Aldiss ouzhpenn d'e skridoù, evit kinnig an doare lennegezh-se.

Buhez

D'an 18 a viz Eost 1925 e voe ganet Brian Wilson Aldiss e Derenham, e Kontelezh Norfolk, e Bro-Saoz. Ken abred ha 1928, hag eñ oadet tri bloaz, e stagas da skrivañ istorioù a veze strobet gant e vamm ha klenket war ur stalenn[6].

Pa voe 6 vloaz e voe skoliataet e Farmlingham (Suffolk) kent mont adalek deroù an Eil Brezel-bed e 1939, d'e 14 vloaz, d'ur skol-lojañ eil-derez e West Buckland (Devon)[7]. Eno e reas anaoudegezh gant ar gelaouenn skiant-faltazi stadunanat Astounding Science Fiction, ar pezh e gasas da lenn holl oberennoù H. G. Wells, Robert A. Heinlein ha Philip K. Dick.

E 1943, oadet 18 vloaz, ec'h emezelas er British Army hag e voe kaset da India, Myanmar ha Sumatra gant an unvez Royal Corps of Signals a oa e-karg eus ar pellgehenterezhioù war an tachennoù-emgann[8]. Diwar e bredad el lu e skrivas e romant Hothouse (1962)[9] ha div levrenn eus ar stirad Horatio Stubb : A Soldier Erect (1971) hag A Rude Awakening (1978)[10].

Goude bezañ bet disoudardet e 1947 ec'h eas da levrdiour en Oxford. E-tro ar mare-se e krogas da skrivañ da vat, istorioù fantasy ha skiant-faltazi dreist-holl, hag e-pad tremen 60 vloaz e chomas unan eus skrivagnerien bennañ ar skiant-faltazi er bed a-bezh.

Adalek 1954 e voe embannet istorioù berr skrivet gantañ, ar re gentañ o vezañ A Book in Time e The Bookseller (kelaouenn al levrdiourien) e miz C'hwevrer 1954 ha Criminal Record er gelaouenn Science Fantasy e miz Gouhere 1954 ivez[11]. E 1954 bepred e voe aozet gant ar gazetenn-Sul The Observer e Londrez ur genstrivadeg skrivañ un istor berr a c'hoarvezfe er bloaz 2500 ; en trede lec'h e voe renket Not For An Age Brian Aldiss gant al lennerien, hag embannet e voe en Observer d'an 9 a viz Genver 1955. En hevelep miz e voe embannet Outside er gelaouenn New Worlds, a oa renet gant Michael Moorcock (1939 —) hag e penn al luskad New Wave science fiction.

Meur a istor a skrivas evit The Bookseller, ha diwar e amzer levrdiour e savas e levr kentañ, un deizlevr anvet The Brightfount Diaries (1955) a-zivout buhez un implijad en ul levrdi. Istorioù all sinet gantañ a voe embannet er bloaz-se. E 1956 e voe embannet There is a Tide ha Psyclops e New Worlds[10].

Daoust ma oa bet klouar an degemer da The Brightfount Diaries e c'houlennas an embanner Faber & Faber ouzh Brian Aldiss hag-eñ en devoa skridoù all a vefe mat evit an embann ; laouen-bras e voe Faber pa glevas e oa mennet ar skrivagner da chom war dachenn ar skiant-faltazi, peogwir o devoa arvalien bouezus hag a vourre al lennegezh-se, hag embannet e voe kentañ levr skiant-faltazi Brian W. Aldiss, un dastumad istorioù berr anvet Space, Time and Nathaniel (1957). Kevatal goude-se e voe e gorvoderioù evel skrivagner hag e c'hopr evel levrdiour, neuze e tivizas mont da skrivagner a-vicher.

Er bloaz 1958 e voe dalc'het 17vet kendivizadeg ar World Science Fiction Convention (WSFC, Worldcon) e (California) ; war ar renk kentañ edo Brian W. Aldiss evit bout anvet da wellañ aozer nevez 1958 gant e istor Non stop, hogen kazeg a reas[12] – div wech e voe pedet er Worldcon avat : e 1965 e Londrez hag e 1979 e Brighton[13].

Adalek 1958 betek 1969 e voe skridaozer rann lennegel ar gazetenn Oxford Mail. E 1960 e voe dilennet da gadoriad ar British Science Fiction Association. E 1964, gant e vignon ar skrivagner stadunanat Harry Harrison, ec'h embannas ar gelaouenn Science Fiction Horizons, ar gelaouenn gentañ o plediñ gant ar skridvarnouriezh war dachenn ar skiant-faltazi ; div niverenn hepken a zeuas er gouloù[14].

E 1967, ar skrivagner S-F Algis Budrys (1931-2008) a lakaas Roger Zelazny, J. G. Ballard, Brian Aldiss ha Samuel R. Delany da "ur c'hrendouar a-fet skrivagnerien nevez" pa oant "a-stok ouzh an traoù a zo ken direnk er renkad etre a-vremañ", ar pezh a laka da zisheñvel-bras diouzh an holl remziadoù a zo bet en o raok[15].

A-du gant al luskad nevez e savas Brian Aldiss, dre embann lod eus e istorioù arnodel e New Worlds ha dre glask ur yalc'had evit ar gelaouenn digant an Arts Council of Great Britain e 1967[10].

Berzh bras a reas Penguin Science Fiction, un dastumad istorioù bodet gant ar skrivagner hag embannet e 1961 ; meur a wech e voe adembannet, ha heuliet e voe gant More Penguin Science Fiction (1963) and Yet More Penguin Science Fiction (1964). Bodet e voe an tri zorkad e 1973 dindan an titl The Penguin Science Fiction Omnibus, a voe adembannet meur a wech ivez. Meur a dorkad bras savet gant Brian Aldiss a voe embannet er bloavezhioù 1970 : Space Opera (1974), Space Odysseys (1975), Galactic Empires (1976), Evil Earths (1976) ha Perilous Planets (1978). E 1975 e lakaas embann ul levr mentet-bras, Science Fiction Art (1975), m'en devoa bodet skeudennoù tennet eus kelaouennoù S-F.

Goude klevet a-zivout disoc'hoù ergerzhadenn ar sonterez soviedel Венера-4 / Venera-4 tro-dro d'ar blanedenn Gwener (1967-68)[16], a ziskouezas ez eo yen ha krin ar blanedenn en enep d'ar goadeg trovanel c'hleb a veze deskrivet en istorioù S-F, ec'h embannas B. Aldiss ha H. Harrison e 1968 un torkad anvet Farewell, Fantastic Venus! a vode 5 istor berr, 6 tamm eus istorioù hiroc'h ha 17 arnodskrid, an holl a-zivout Gwener ha sinet gant tremen ugent skrivagner ha skrivagnerez.

Brian W. Aldiss a ijinas evit ar gazetenn The Daily Telegraph un doare istorioù berr-berr a anver mini-saga, dik 50 ger enno dindan un talbenn 15 lizherenn ennañ ; aozet e voe ur genstrivadeg mini-saga gant ar gazetenn, gant B. Aldiss da varner, a zo bet dalc'het e-pad meur a vloaz[17] Meur a dorkad mini-saga a-douez ar re wellañ zo bet embannet gantañ[18].

E deroù ar bloavezhioù 1960 e veajas ar skrivagner da Yougoslavia, ma kejas ouzh e lennerien e Ljubljana (a zo kêr-benn Slovenia hiziv) ; goude-se ez embannas ul levr-beaj anvet Cities and Stones (1966), a zo e oberenn nemeti war an dachenn-se. Daou vloaz diwezhatoc'h ec'h embannas The Day of the Doomed King (1968) diwar-benn rouaned Serbia er Grennamzer, hag e 1976 e voe ur romant fantasy damistorel, The Malacia Tapestry, a c'hoarvez en ur vro a c'hellfe bezañ un Dalmatia all[19].

En deiz war-lerc'h e 92vet deiz-ha-bloaz, d'an 19 a viz Eost 2017, e varvas Brian Wilson Aldiss en Oxford[20]

Livouriezh

Ul livour e oa Brian W. Aldiss ivez. En Oxford e 2010 e voe dalc'het e ziskouezadeg kentañ war e anv hepken, anvet The Other Hemisphere ("An Hantervoul All"), savet tro-dro d'e bennoberenn Metropolis.


Enorioù

Oberennoù

Romantoù

Istorioù berr

E-maez dastumad
Dastumadoù

Barzhonegoù

E-maez dastumad
Dastumadoù

Pezhioù-c'hoari

Nann-faltazi

Emvuhezskridoù
A-zivout ar skiant-faltazi
Skridoù all

Torkadoù bodet

Sinema

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Brian W. Aldiss

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. Order of the British Empire
  2. (en) H. G. Wells Society. Kavet : 13/02/2023.
  3. (en) BSFG. Kavet : 13/02/2023.
  4. Anv-pluenn ar skrivagnerez stadunanat Alice Bradley Sheldon eo "James Tiptree Jr.".
  5. (en) Scholes, Robert & Rabkin, Eric S.. Science Fiction: History, Science, Vision. Oxford : Oxford University Press, 1977 (ISBN 978-0-19-502174-5)
  6. (en) The Independent, 11/04/2013. Kavet : 13/02/2023.
  7. (en) The Guardian, 16/06/2001. Kavet : 13/02/2023.
  8. (en) The Guardian, 13/12/2013. Kavet : 13/02/2023.
  9. (en) Nature, 06/08/2008. Kavet : 13/02/2023.
  10. 10,0 10,1 ha10,2 (en) The Encyclopedia of Science Fiction, 12/09/2022. Kavet : 13/02/2023.
  11. (en) Internet Speculative Fiction Database. Kavet : 13/02/2023.
  12. (en) The LOCUS Index to SF Awards. Kavet : 13/02/2023.
  13. (en) The Long List of Worldcons. Kavet : 13/02/2023.
  14. (en) SF Horizons. Kavet : 13/02/2023.
  15. (en) Budrys, Algis. Galaxy Bookshelf. In : Galaxy Magazine, Levrenn 26, niv. 1, Here 1967, "pp. 188-194". Kavet : 13/02/2023.
  16. (en) NASA. Kavet : 13/02/2023.
  17. (en) The Daily Telegraph, 27/04/199. Kavet : 13/02/2023.
  18. (en) Lec'hienn Brian Aldiss. Kavet : 13/02/2023.
  19. E Yougoslavia edo Dalmatia e 1976, e Kroatia emañ abaoe 1990.
  20. (en) The Guardian, 21/08/2017. Kavet : 13/02/2023. .
  21. (en) Hugo Awards. Kavet : 13/02/2023.
  22. (en) ISFDb. Kavet : 13/02/2023.
  23. 23,0 23,1 ha23,2 (en) BSFA. Kavet : 13/02/2023.
  24. (en) ESFS. Kavet : 13/02/2023.
  25. (en) 1983 John W. Campbell Memorial Awards. Kavet : 13/02/2023.
  26. (de) Kurd Laßwitz Preis. Kavet : 13/02/2023.
  27. (en) IAFA Guests of Honor. Kavet : 13/02/2023.
  28. (en) Hugo Awards. Kavet : 13/02/2023.
  29. (en) ISFDb. Kavet : 13/02/2023.
  30. (en) IAFA History. Kavet : 13/02/2023.
  31. (en) RSL. Kavet : 13/02/2023.
  32. (en) SFWA. Kavet : 13/02/2023.
  33. (en) SFADb. Kavet : 13/02/2023.
  34. (en) The London Gazettte, 11/06/2005. Kavet : 13/02/2023.
  35. (en) ISFDb. Kavet : 13/02/2023.
  36. (fr) Prix européen. Kavet : 13/02/2023.
  37. (en) Honorary Graduates of the University. Kavet : 13/02/2023.
  38. (en) World Fantasy Convention. Kavet : 13/02/2023.
  39. (en) Aldiss, Brian. A Plutonian Monologue on His Wife's Death. Folkestone : Frogmore Press, 2000 (ISBN 978-0-9531383-7-1)
  40. (en) Aldiss, Brian. Mortal Morning. Flambard Press, 2011 (ISBN 978-1-906601-21-8)
  41. (en) Internet Movie Database
  42. (en) Internet Movie Database
  43. (en) Internet Movie Database