Germaniom – Arsenik – Seleniom | ||||
| ||||
| ||||
Niver atomek | 33 | |||
Rummad kimiek | Metaloid | |||
Strollad | 15 | |||
Trovezh | 4 | |||
Aozadur elektronek | [Ar] 3d10 4s2 4p3 | |||
Niver oksidadur | -3, +3, +5 | |||
Tredanleiegezh | 2,18 | |||
Skin atomek | 124,5 | |||
Tolz atomek | 74,92160 | |||
![]() | ||||
![]() | ||||
![]() |
Un elfenn gimiek eo an arsenik, anvet arsenom ivez ; As eo e arouez kimiek, 33 e niver atomek ha 74,922 e dolz atomek. Ur metaloid eo an arsenik.
Dibaaot a wezh e kaver strinkennoù arsenik glan en natur ; dindan e stumm maenat en e gaver.
Sina eo ar c'henderc'her arsenik pennañ er bed (25 000 tonennad e 2011[1], dirak Chile (11 500 t) ha Maroko (8 000 t). D'o heul : Perou, Rusia, Belgia, Kazakhstan, Mec'hiko. War-dro 52 000 tonennad ag arsenik a voe kenderc'het er bed e 2011.
Abaoe Oadvezh an Arem d'an diwezhatañ e oar mab-den a-zivout sulfidenn velen an arsenik, pa veze lakaet en arem evit e galetaat.
En Henamzer e voe graet heñvel, hag implijet e veze da ober liv melen evit an arzoù. Er vezegiezh ivez e voe arveret, koulz en Europa hag e Sina, dindan e stumm trisulfidennek A2S3 (an orpimant).
En VIIIvet kantved e voe kenaozet an deiroksidenn arsenik (As2O3, "arsenik gwenn") gant an alkimiour arab Abu Musa Jâbir ibn Hayyân Al-Azdi. Dre m'eo divlaz ha dic'hwezh e voe ur pistri galloudus, anvet pistri ar Rouaned ha roue ar pistrioù ; ne voe ket tu d'e ziguzhat er boued kent an XXvet kantved.
E 1250 e voe kavet an elfenn e-unan gant ar c'himiour german Albrecht von Bollstädt, lesanvet Albertus Magnus pe sant Alberzh Meur (1193-1280), dre lakaat ur meskaj orpimant ha soavon da dommañ.
E 1649 ez embannas an apotiker german Johann Schröder daou zoare da fardañ arsenik.
E 1760 e fardas an apotiker-kimiour gall Louis-Claude de Gassicourt (1731-1799), hep gouzout dezhañ pa oa o klask aozañ liv diwelus evit skrivañ, ar c'hentañ kenaoz diazezet war an arsenik, anvet kakodil (tetrametildiarsenik, C4H12As2)[4].
Armoù kimiek graet gant arsenik a voe implijet e-kerzh ar Brezel-bed kentañ.
Tost-tre d'e amezeg er strollad 15, ar fosfor, eo an arsenik. Tri stumm zo dezhañ en natur, a anavezer diouzh o liv du, griz pe velen.
Oksidet e vez pa vez lakaet da zeviñ en aer ; da drioksidenn arsenik' (AS2O3) e tro neuze, gant c'hwezh ar c'hignen ; an hevelep kenaoz a c'haller kaout dre lakaat arsenik e darempred gant an drenkenn sulfurek H2SO4. Trenkenn arsenik (H3As04)a ro gant an drenkenn nitrek HNO3 devec'hiet, ha trenkenn ortoarsenius(H3As03) dre an HNO3 tanav.
Da 614 ° C e sec'hdarzh, da lavaret eo e tro da c'haz.
75As eo an izotop paotañ en natur, an hini a anver As. Tremen tregont skinizotop zo bet krouet gant mab-den betek-henn, eus 60As betek 92As ; 73As eo an hini stabilañ, gant un hanter-vuhez a 80,3 devezh.
Arsenik a veze arveret kent dizoloadur an enebbevoù gant ar Skosad Sir Alexander Fleming e 1928.
Trioksidenn arsenik As2O3 a voe arveret abaoe ar XVIIvet kantved a-benn stourm ouzh ar c'hrign-bev.
A-hed Brezel Viêt Nam ez arveras ar Stadoù-Unanet ar "Gwezher Glas" (Blue Agent) , ur meskaj a 65 % kakodilat sodiom (CH3)2AsOOH ha 35 % trenkenn nitrek NaCl a zo ul lazhgeot, evit distrujañ ar rizegi hag an deliaouegi.
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |