Tuliom | ||||
---|---|---|---|---|
Erbiom – Tuliom – Iterbiom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 69 | |||
Rummad kimiek | Lantanidoù | |||
Strollad | Lantanidoù | |||
Trovezh | 6 | |||
Bloc'h | f | |||
Tolz atomek | 168,934 | |||
Aozadur elektronek | ||||
[Xe] 4f13 6s2 Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 31, 8, 2 | ||||
![]() | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | + 3 Oksidenn vazennek skañv | |||
Tredanleiegezh | 1,25 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 596,695 kJ/mol 2 : 1 162,647 kJ/mol 3 : 2 284,771 kJ/mol 4 : 4 119,920 kJ/mol | |||
Skin atomek | 227 pm | |||
Skin kenamsav | 177 pm | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20 °C) | 9,325 g/cm3 | |||
Teuzverk | 1 545 °C | |||
Bervverk | 1 950 °C | |||
Tredanharzusted | 676 nΩ•m (e 20 °C) | |||
Neuz an elfenn | ||||
![]() | ||||
![]() |
Arabat eo droukveskañ Tuliom 69Tm gant Talliom 81Tl pe gant Toriom 90Th !
Un elfenn gimiek eo an tuliom ; Tm eo e arouez kimiek, 69 e niver atomek ha 168,934 e dolz atomek.
E 1879 e voe hiniennekaet stumm oksidet an elfenn 69 gant ar c'himiour svedat Per Teodor Cleve e Skol-veur Uppsala e Sveden, a-douez lantanidoù all a oa en un tamm oksidenn erbiom Er2O3 na oa ket glan. Div elfenn a gavas neuze : an holmiom 67Ho hag an elfenn 69, a anvas Tulium diwar anv latin Skandinavia.
Gant ar c'himiour saoz Charles James e voe kenderc'het tuliom peuzc'hlan dre un argezh a 15 000 pazenn, evel m'en embannas e 1911.
Adal dibenn an degad 1950 e voe gwerzhet tuliom glan (99,9 %) gant an embregerezh amerikan Lindsay Chemical Division of American Potash & Chemical Corporation[1].
Ur metal blot liv an arc'hant eo an tuliom. Govelius eo, da lavaret eo e c'haller e bladañ a-daolioù morzhol ; orjalennus eo ivez : tu zo d'e astenn hep na dorrfe.
Ferromagnetek eo an tuliom e gwrezverkoù yenoc'h eget -241,15 °C : treiñ a ra da warell.
Gourzhferromagnetek eo etre -241,15 ha -217,15 °C : n'eus gwarellegezh ken gantañ.
E gwrezverkoù tommoc'h eget -217,15 °C e tro da gewarellek, da lavaret eo e vez desachet gant ur warellvaez diavaez.
Buan e tro da c'haz pa vez en e stumm dourek.
Tuliom-169 eo an izotop paotañ ha stabilañ a gaver en natur. Skinoberiek eo marteze[3].
Skinizotopoù zo bet kevanaozet, 35 anezho, 171Tm o vezañ an hini stabilañ gant un hanter-vuhez a 1,92 bloavezh.
Izotop | % en natur | Hanter-vuhez | Digevanad |
---|---|---|---|
167Tm | kevanaozet | 9,25 devezh]] | 167Er |
168Tm | kevanaozet | 93,1 devezh]] | 168Er |
169Tm | 100 | stabil, 100 neutron | |
170Tm | kevanaozet | 128,6 devezh | 170Yb |
171Tm | kevanaozet | 1,92 bloavezh | 171Yb |
Pa vez ar granatoù-se pistet gant tuliom hepken e roont laseroù 1 930-2 040 nm a vez impljet e surjianerezh ar c'hankr.
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |