Taolenn drovezhiek an elfennoù e 2016

Abaoe ar bloaz 2016 ez eus diskouezet 118 elfenn gimiek e taolenn drovezhiek an elfennoù ; kel liesdoare eo perzhioù kimiek ha fizikel an elfennoù-se ma'z eo bet kavet emsavus termeniñ rummadoù perzhioù.
An darn vrasañ eus ar rummadoù-se zo bet anzavet gant an International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) en he Levr-ruz (Red Book) e 2005, pa ne oa nemet 111 elfenn anavezet hag anvet[1],[2].

Rummadoù an IUPAC

Setu amañ ar rummadoù a zo aotreet gant an IUPAC el Levr Ruz, p. 51 (p. 63 er doare .pdf).

Metaloù alkaliek Metaloù ar strollad 1 : 3Li, 11Na, 19K, 37Rb, 55Cs, 87Fr
Metaloù peialkaliek Metaloù ar strollad 2 : 4Be, 12Mg, 20Ca, 38Sr, 56Ba, 88Ra
Metaloù ardreuzat Elfennoù ar strolladoù 3 betek 11 pe 12 (ar strollad 12 o vezañ ar bloc'h d) ; douaroù prin ha metaloù ardreuzat eo 21Sc ha 39Y.
Pnictogenoù Elfennoù ar strollad 15 : 7N, 15P, 33As, 51Sb, 83B1[n 1]
Chalkogenoù Elfennoù ar strollad 16 : 8O, 16S, 34Se, 52Te, 84Po[n 2]
Halogenoù Elfennoù ar strollad 17 : 9F, 17Cl, 35Br, 53I, 85At[n 3]
Gazoù nobl Elfennoù ar strollad 18 : 2He, 10Ne, 18Ar, 36Kr, 54Xe, 86Ra[n 4]
Lantanidoù An elfennoù adalek 57 betek 71 : 57La, 58Ce, 59Pr, 60Nd, 61Pm, 62Sm, 63Eu, 64Gd, 65Tb, 66Dy, 67Ho, 68Er, 69Tm, 70Yb ha 71Lu.
Aktinidoù An elfennoù adalek 89 betek 103 : 89Ac, 90Th, 91Pa, 92U, 93Np, 94Pu, 95Am, 96Cm, 97Bk, 98Cf, 99Es, 100Fm, 101Md, 102No ha 103Lr.
Douaroù prin Al lantanidoù, hag an elfennoù 21Sc ha 39Y.
Ar bloc'h f Al lantanidoù war-bouez 71Lu, hag an aktinidoù war-bouez 103Lr.
Elfennoù ar strollad pennañ Elfennoù ar strolladoù 1 ha 2, war-bouez 1H, pe ar strolladoù 13 betek 18.
  1. 115Mc ne oa ket bet anvet c'hoazh e 2005, ha ne anavezer ket c'hoazh e berzhioù kimiek.
  2. 116Lv ne oa ket bet anvet c'hoazh e 2005, ha ne anavezer ket c'hoazh e berzhioù kimiek.
  3. 117Ts ne oa ket bet anvet c'hoazh e 2005, ha ne anavezer ket c'hoazh e berzhioù kimiek.
  4. 118Og ne oa ket bet anvet c'hoazh e 2005, ha ne anavezer ket c'hoazh e berzhioù kimiek.

Rummadoù all

Un doare all paot-tre da rummata an elfennoù eo o renkañ dre o derez er metaloù : metaloù, metaloù ardreuzat, nann-metaloù hervez o ferzhioù. N'eus bet kavet emglev hollek ebet evit envel ar strolladoù-se. Alies-kenañ e vezont merket dre livioù disheñvel en daolenn drovezhiek.

Kalz anvioù all a vez implijet hiziv evit envel strolladoù elfennoù, ha reoù all zo bet arveret en Istor ar gimiezh. Alies e vez lod elfennoù a-c'haol war daou strollad, pe disheñvel eo bevennoù ar strollad-mañ-strollad hervez ar skol-mañ-skol.
Setu amañ un nebeud skouerioù, en urzh al lizherenneg.

Levrlennadur


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Rummad kimiek

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. (en) Nomenclature of Inorganic Chemistry – IUPAC Recommendations 2005. Kavet : 30 Meurzh 2021.
  2. (en) Reizhadennoù digant an IUPAC. Kavet : 30 Meurzh 2021.