Disproziom | ||||
---|---|---|---|---|
Terbiom – Disproziom – Holmiom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 66 | |||
Rummad kimiek | Lantanidoù | |||
Strollad | Lantanidoù | |||
Trovezh | 6 | |||
Bloc'h | f | |||
Tolz atomek | 162,5 | |||
Aozadur elektronek | ||||
[Xe] 4f10 6s2 Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 28, 8, 2 | ||||
![]() | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | + 3 Oksidenn vazennek skañv | |||
Tredanleiegezh | 1,22 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 573,016 kJ/mol 2 : 1 125,983 kJ/mol 3 : 2 199,864 kJ/mol 4 : 4 001,244 kJ/mol | |||
Skin atomek | 231 pm | |||
Skin kenamsav | 180 pm | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20 °C) | 8,531 g/cm3 | |||
Teuzverk | 2 573 °C | |||
Bervverk | 4 652 °C | |||
Tredanharzusted | 926 nΩ•m (e 20 °C) | |||
Neuz an elfenn | ||||
![]() | ||||
![]() |
Un elfenn gimiek eo an disproziom ; Dy eo e arouez kimiek, 66 e niver atomek ha 162,500 e dolz atomek.
E 1886 e voe dizoloet an disproziom gant ar c'himiour gall Paul-Émile Lecoq de Boisbaudran, e Pariz. Un disoc'h eus enklaskoù war oksidenn itriom bet boulc'het e 1794 e voe ar gavadenn-se, evel hini meur a lantanid : an erbiom 68Er e 1843, an holmiom 67Ho e 1878, hag an disproziom 66Dy neuze da ziwezhañ.
Dizehan e rae ar c'himiour dierc'hadurioù war marmor an oaled a oa en e di.
Ret e voe gortoz ar bloavezhioù 1950 evit kaout disproziom glan, a-drugarez da skipailh Frank Spedding en Iowa State University a zeuas a-benn da zestiañ war un argerzh kromatografiezh dre eskemmoù ionoù. Adal al labourioù-se e voe tro da zidoueziañ al lantanidoù en un doare efedus ; bremañ avat e vez graet dre eskemmoù etre dourennoù.
Eus ar gresianeg δυσπρόσιτος, dusprósitos, "diaes da gaout" e teu anv an elfenn 66.
Ne vez ket kavet 66Dy en e unan en natur, atav e vez e kailhoù hag alies gant erbiom pe holmiom.
Ur metal liv an arc'hant eo an disproziom ; orjalennus eo, da lavaret eo e c'haller e astenn hep na dorrfe, ha govelius eo, da lavaret eo e c'haller e bladañ a-daolioù mailh. Ken blot eo ma c'haller troc'hañ un dolzennad gant ur gontell. Tu zo d'e labourat gant mekanikoù zoken, hogen disteuler fulennoù a ra pa vez tommet betek re.
Ferromagnetek eo an disproziom e gwrezverkoù yenoc'h eget -188,2 °C : treiñ a ra da warell.
Seizh izotop eus Dy a gaver en natur : Dy-156, Dy-158, Dy-160, Dy-161, Dy-162, Dy-163 ha Dy-164. Stabil eo an holl anezho, zoken pa zigevan 156Dy dre skinoù α da reiñ 152Gd rak tremen 1018 bloavezh eo e hanter-vuhez.
Skinizotopoù zo bet kevanaozet, 29 anezho, eus Dy-138 betek Dy-173. War-dro 3x106 bloavezh eo hanter-vuhez ar skinizotop stabilañ 154Dy, ha 200 ms eo hini Dy-138.
Izotop | % en natur | Hanter-vuhez | Digevanad |
---|---|---|---|
154Dy | kevanaozet | 3x106 bloavezh | 150Gd |
156Dy |
0,06 |
> 1x1018 bloavezh | 152Gd dre skinoù α |
156Gd dre skinoù β | |||
158Dy | 0,10 | stabil, 92 neutron | |
160Dy | 2,34 | stabil, 94 neutron | |
161Dy | 18,91 | stabil, 95 neutron | |
162Dy | 25,51 | stabil, 96 neutron | |
163Dy | 24,90 | stabil, 97 neutron | |
164Dy | 28,18 | stabil, 98 neutron |
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |