Terbiom | ||||
---|---|---|---|---|
Gadoliniom – Terbiom – Disproziom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 65 | |||
Rummad kimiek | Lantanidoù | |||
Strollad | Lantanidoù | |||
Trovezh | 6 | |||
Bloc'h | f | |||
Tolz atomek | 158,92534 ± 0,00002 | |||
Aozadur elektronek | ||||
[Xe] 4f9 6s2 Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 27, 8, 2 | ||||
![]() | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | + 3 Oksidenn vazennek skañv | |||
Tredanleiegezh | 1,2 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 565,770 kJ/mol 2 : 1 111,510 kJ/mol 3 : 2 113,992 kJ/mol 4 : 3 839,148 kJ/mol | |||
Skin atomek | 233 pm | |||
Skin kenamsav | 181 pm | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20 °C) | 8,267 g/cm3 | |||
Teuzverk | 1 356 °C | |||
Bervverk | 3 230 °C | |||
Tredanharzusted | 1,15 nΩ•m (e 20 °C) | |||
Neuz an elfenn | ||||
![]() | ||||
![]() |
Un elfenn gimiek eo an terbiom ; Tb eo e arouez kimiek, 65 e niver atomek ha 158,925 e dolz atomek.
E 1843 e voe dinoet an terbiom en un tamm kailh gadolinit, war an dro gant erbiom 57Er hag iterbiom 70Yb, gant ar c'himiour svedat Carl Gustaf Mosander.
Deveret eus Ytterby, anv ur gêriadenn tost da Stockholm ma teue an tamm kailh, eo anv an elfenn 65.
Ur metal liv an arc'hant eo an terbiom ; orjalennus eo, da lavaret eo e c'haller e astenn hep na dorrfe, ha govelius eo, da lavaret eo e c'haller e bladañ a-daolioù mailh. Ken blot eo ma c'haller troc'hañ un dolzennad Tb gant ur gontell.
N'eus ket kalz terbiom e krestenenn an Douar, war-dro 1,2 mg/kg hepken ; al lantanid kentañ o vont da get e vo hep mar[1]. Evit poent e vez gounezet dre genderc'hañ lantanidoù pounner evel ar samariom 62Sm, an europiom 63Eu hag ar gadoliniom 64Gd.
Ferromagnetek eo an terbiom e gwrezverkoù yenoc'h eget -54,15 °C : treiñ a ra da warell.
Liv rozwenn eo Tb3+, evel ar c'henaozad [Tb(OH2)9]3+.
Terbiom-159 (159Tb) eo an izotop stabil nemetañ a gaver en natur. Skinizotopoù zo bet deskrivet ivez, 36 anezho ; kevanaozet eo bet lod skinizotopoù, Tb-157 ha Tb-158 o vezañ ar re stabilañ, gant un hanter-vuhez a 71 bloavezh ha 180 bloavezh a-getep.
Izotop | % en natur | Hanter-vuhez | Digevanad |
---|---|---|---|
157Tb | kevanaozet | 71 bloavezh | 157Gd |
158Tb |
kevanaozet |
180 bloavezh | 158Gd dre zegerc'had |
158Dy dre skinoù β | |||
159Tb | 100 | stabil, 94 neutron |
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |