| ||||
---|---|---|---|---|
Samariom – Europiom – Gadoliniom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 63 | |||
Rummad kimiek | Lantanidoù | |||
Strollad | Lantanidoù | |||
Trovezh | 6 | |||
Bloc'h | f | |||
Tolz atomek | 151,964 | |||
Aozadur elektronek | ||||
[Xe] 4f7 6s2 Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 25, 8, 2 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | + 3, +2 Oksidenn vazennek skañv | |||
Tredanleiegezh | 1,2 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 547,110 kJ/mol 2 : 1 085,459 kJ/mol 3 : 2 404,413 kJ/mol 4 : 4 119,920 kJ/mol | |||
Skin atomek | 235 pm | |||
Skin kenamsav | 198 ±6 pm | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20 °C) | 5,248 g/cm3 | |||
Teuzverk | 822 °C | |||
Bervverk | 1 529 °C | |||
Tredanharzusted | 0,90 nΩ•m (e 20 °C) | |||
Neuz an elfenn | ||||
| ||||
Un elfenn gimiek eo an europiom ; Eu eo e arouez kimiek, 63 e niver atomek ha 151,964 e dolz atomek.
Un tamm eus istor kemplezh al lantanidoù, anvet douaroù rouez ivez, eo hini an europiom.
E 1803 e voe dizoloet ar c'heriom 58Ce ; e 1839 e teuas ar c'himiour svedat Carl Gustaf Mosander a-benn da gavout div elfenn all er standilhon a oa bet anvet "keriom" : al lantanom 57La hag un elfenn all a anvas didymium diwar ar ger gresianek evit "gevellelfenn".
Pelloc'h e voe furchet ar standilhon, hag e 1879 e voe dizoloet ar samariom 62Sm ennañ gant ar c'himiour gall Paul Émile Lecoq de Boisbaudran ; ur meskaj eo an didimiom ivez, evel m'er prouas ar skiantour aostrian Carl Auer von Welsbach e 1885 : prazeodimiom 59Pr ha neodimiom 60Nd a ya da sevel an didimiom e gwirionez[1].
Ar samariom zoken ne oa ket glan : ar gadoliniom 64Gd a voe tennet diwarnañ gant ar c'himiour gall Jean Charles Galissac de Marignac e 1880.
Ne oa ket echu an istor c'hoazh avat : e 1896 e kredas d'ar c'himiour gall Eugène-Anatole Demarçay e oa un trede elfenn er samariom, a zeuas a-benn da hiniennekaat e 1901 hag a anvas europiom en enor da Europa.
Ur metal liv an arc'hant eo an europiom glan. Dre ma vez oksidet buan en aer hag en dour ne vez gwelet nemet en e stumm dislivet. Orjalennus eo an europiom, e zouester o vezañ par da hini ar plom 82Pb ; treluc'hek e teu pa vez kendeuzet gant elfennoù all. Dreistreüs e teu 63Eu da vezañ pa vez lakaet yenoc'h eget -271,35°C ha da c'houzañv ur gwaskad kreñvoc'h eget 80 GPa.
Al lantanid dazgweredusañ eo an europiom.
Europiom-151 hag Eu-153 a gaver en natur, 153Eu o vezañ an hini paotañ hag an hini stabilañ. Skinizotopoù zo bet kevanaozet dre skiriedigezh, 35 anezho, an hini stabilañ o vezañ Eu-150.
Izotop | % en natur | Hanter-vuhez | Digevanad |
---|---|---|---|
150Eu | kevanaozet | 36,9 bloavezh | 150Sm |
151Eu | 47,8 | 5x1018 bloavezh | 147Pm |
152Eu |
kevanaozet |
13,516 bloavezh | 152Sm dre zegerc'had |
152Gd dre skinoù β | |||
153Eu | 52,2 | stabil, 90 neutron |
Nebeut a zedalvezadurioù zo d'an europiom ; tennañ splet eus treluc'h e genaozadoù a reer peurvuiañ.
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |