Holmiom – Erbiom – Tuliom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 68 | |||
Rummad kimiek | Lantanidoù | |||
Strollad | Lantanidoù | |||
Trovezh | 6 | |||
Bloc'h | f | |||
Tolz atomek | 167,259 | |||
Aozadur elektronek | ||||
[Xe] 4f12 6s2 Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 30, 8, 2 | ||||
![]() | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | + 3 Oksidenn vazennek skañv | |||
Tredanleiegezh | 1,24 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 589,303 kJ/mol 2 : 1 151,069 kJ/mol 3 : 2 194,075 kJ/mol 4 : 4 119,920 kJ/mol | |||
Skin atomek | 229 pm | |||
Skin kenamsav | 177 pm | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20 °C) | 9,044 g/cm3 | |||
Teuzverk | 1 529 °C | |||
Bervverk | 2 868 °C | |||
Tredanharzusted | 860 nΩ•m (e 20 °C) | |||
Neuz an elfenn | ||||
![]() | ||||
![]() |
Un elfenn gimiek eo an erbiom ; Er eo e arouez kimiek, 68 e niver atomek ha 167,259 e dolz atomek.
E 1843 e voe tennet div oksidenn vetalek eus un tamm kailh gadolinit gant ar c'himiour svedat Carl Gustaf Mosander e Stockholm : unan velen, a oa oksidenn terbiom Tb2O3, hag unan roz a oa oksidenn erbiom Er2O3.
Dispis eo ar gavadenn avat, rak lantanidoù all a oa hep mar er standilhon ; e 1878 e voe tennet iterbiom 70Yb eus un tamm erbiom gant ar c'himiour suis Jean-Charles de Galissac e Geneva, hag er bloavezh war-lerc'h e voe tennet skandiom 21Sc eus an iterbiom.
Er2O3 glanoc'h a voe hiniennekaet e 1905 gant ar c'himiour gall Georges Urbain hag, en hevelep bloavezh, gant ar c'himiour saoz Charles James.
E 1934 e voe kenderc'het ar metal glan gant ar gimiourien alaman Wilhelm Karl Klemm ha Heinrich Bommer[1].
Evel anvioù an itriom, an terbiom hag an iterbiom e teu anv an erbiom eus Ytterby, ur gêriadenn e-kichen Stockholm ma tenner kailhoù puilh al lantanidoù enno[2].
Ur metal govelius eo an erbiom, da lavaret eo e c'haller e bladañ a-daolioù morzhol ; aes eo da stummañ.
Ferromagnetek eo an erbiom e gwrezverkoù yenoc'h eget -254,15 °C : treiñ a ra da warell.
Gourzhferromagnetek eo etre -254,15 ha -193,15 °C : n'eus gwarellegezh ken gantañ.
E gwrezverkoù tommoc'h eget -193,15 °C e tro da gewarellek, da lavaret eo e vez desachet gant ur warellvaez diavaez.
C'hwec'h izotop eus Er a gaver en natur : Er-162, Er-164, Er-166, Er-167, Er-168 hag Er-170.
Skinizotopoù zo bet kevanaozet, 29 anezho, 169Er o vezañ an hini stabilañ gant un hanter-vuhez a 9,4 devezh.
Izotop | % en natur | Hanter-vuhez | Digevanad |
---|---|---|---|
160Er | kevanaozet | 28,58 eurvezh | 160Ho |
162Er |
0,139 |
> 1,4x1014 bloavezh | 158Dy dre skinoù α |
162Dy dre skinoù β | |||
164Er | 1,601 | stabil, 96 neutron | |
165Er | kevanaozet | 10,36 eurvezh | 165Ho |
166Er | 33,503 | stabil, 98 neutron | |
167Er | 22,869 | stabil, 99 neutron | |
168Er | 26,978 | stabil, 100 neutron | |
169Er | kevanaozet | 9,4 devezh | 169Tm |
170Er |
14,910 |
> 3,2x1017 bloavezh | 166Dy dre skinoù α |
170Yb dre skinoù β | |||
171Er | kevanaozet | 7,516 eurvezh | 171Tm |
172Er | kevanaozet | 49,3 eurvezh | 172Tm |
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |