Iridiom – Platin – Aour | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 78 | |||
Rummad kimiek | Metaloù ardreuzat | |||
Strollad | 10 | |||
Trovezh | 6 | |||
Bloc'h | d | |||
Tolz atomek | 195,084 | |||
Aozadur elektronek | ||||
[Xe] 4f14 5d9 6s1 Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 17, 1 | ||||
![]() | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | - 4 (Oksidenn bazennek skañv) | |||
Tredanleiegezh | 2,20 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 864,382 kJ/mol 2: 1 791,056 kJ/mol | |||
Skin atomek | 213 pm | |||
Skin kenamsav | 130 pm | |||
Skin Van der Vaals | 175 | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20 °C) | 21,450 g/cm3 | |||
Teuzverk | 1 768,2 °C | |||
Bervverk | 3 825 °C | |||
Tredanharzusted | 105 nΩ•m (e 20 °C) | |||
Neuz an elfenn | ||||
![]() | ||||
![]() |
Un elfenn gimiek eo ar platin ; Pt eo e arouez kimiek, 78 e niver atomek ha 195,084 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo, a ro e anv d'ur familh dibar a-douez ar metaloù-se[1].
En Ecuador dija, kent ma voe tizhet Amerika gant Kristol Goulm e 1492, e veze fardet traezoù gant ur c'hendeuzad platin hag aour. E 1557 e teskrivas an Italian Giulio Cesare della Scala ur metal nobl dianav bet kavet etre Mec'hiko ha Panamá "n'eur ket deuet a-benn da deuziñ na dre dan na dre ardoù spagnat".[2]
![]() |
Ul loargresk troet war-du an tu kleiz (an argant), e dor stag ouzh un heol (an aour) ur pik en e greiz — dre genstagañ arouezioù an argant hag an aour e savas an alkimiourien arouez ar platin |
E 1741 e kasas ar metalour saoz Charles Wood standilhonoù platin d'ar c'himiour William Brownrigg, hag e 1746 ez erruas reoù all e Spagn gant ar skiantour Antonio de Ulloa.
E 1748 ez embannas A. de Ulloa un deskrivadur eus an elfenn, hag e 1750 e kinnigas Ch. Wood un danevell all d'ar Royal Society[3]. D'e heul e voe studiet ar platin gant meur a skiantour, en o zouez ar c'himiour svedat Henrik Scheffer a embannas e 1752 penaos e oa deuet a-benn da deuziñ "an aour gwenn" dre ober gant arsenik.[2]
E 1772 e voe ar platin arsellet-pizh gant ar c'himiour prusian Karl Heinrich Joseph Reichsgraf von Sickingen, a zeuas a-benn d'e c'hoveliañ goude bezañ e gendeuzet gant aour, dileizhet ar c'hendeuzad en dour real (HNO3 + 3HCl) ha dizileizhet ar meskaj gant kloridenn amoniom (NH4Cl). Pelloc'h e 1784 e fardas ar Prusian all Franz Karl Achard ur gleuzeur e platin, dre deuziñ ar metal gant harp arsenik.
Kementad (t) | Dregantad | |
---|---|---|
Suafrika | 139 | 72,4 |
Rusia | 26 | 13,5 |
Kanada | 10 | 5,2 |
Zimbabwe | 9,4 | 4,9 |
Stadoù-Unanet Amerika | 3,7 | 1,9 |
Sammad ar 5 Stad | 188,1 | 97,9 |
Broioù all | 3,9 | 2,1 |
Sammad er bed | 192,0 | 100,0 |
Ur metal liv an argant eo ar platin. Ker govelius hag orjalennus hag an aour eo ar platin glan e gwirionez : iridiom, osmiom ha kementadoù munut a vetaloù eus familh ar platin a oa er standilhonoù bet arsellet gant Europiz en XVIIIvet kantved. N'eus nemet an aour a gement zo goveliusoc'h eget ar platin, a zo ivez an orjalennusañ eus ar metaloù en o stumm glan. Pounneroc'h eget an aour ao ar platin.[5] Ken govelius eo ma ranker alies e gendeuziñ gant metaloù kalet eus e familh : rodiom, osmiom, iridiom pergen.
Digemm e chom ar platin en aer, e forzh pe wrezverk e ve, hogen lakaat a ra an hidrogen hag an oksigen da darzhañ. A-c'houde arnodennoù K. von Sickingen e ouzer e zileizhañ da reiñ H2PtCl6 (trenkenn gloroplatinek).
C'hwec'h izotop eus ar platin a gaver en natur ha 31 skinizotop zo bet kevanaozet, Pt-193 o vezañ an hini stabilañ (hanter-vuhez : 50 vloaz).
Izotop | % en natur | Hanter-vuhez |
---|---|---|
190Pt | 0,014 | 6,5 x 10−11 bloavezh |
192Pt | 0,782 | > 4,7 x 1019 bloavezh |
193Pt | kevanaozet | 50 bloavezh |
194Pt | 32,96 | stabil, 116 neutron |
195Pt | 33,832 | stabil, 117 neutron |
196Pt | 25,242 | stabil, 118 neutron |
198Pt | 7,163 | > 3,2 x 1014 bloavezh |
War-dro 20 % eus an traezoù a vez kenderc'het er bed ez eus platin enno.
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |