Meitneriom – Darmstadtiom – Roentgeniom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 110 | |||
Rummad kimiek | Metaloù ardreuzat | |||
Strollad | 10 | |||
Trovezh | 7 | |||
Bloc'h | d | |||
Tolz atomek | [281] | |||
Aozadur elektronek | ||||
Aozadur elektronek an atomoù [Rn] 5f14 6d9 7s1 | ||||
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 32, 17, 1[1] (pe : 2, 8, 18, 32, 32, 16, 2) | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | (stlenn ebet) | |||
Tredanleiegezh | (stlenn ebet) (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 955 kJ/mol 2 : (stlenn ebet) 3 : (stlenn ebet) | |||
Skin atomek | 118 pm (brasjedet) | |||
Skin kenamsav | 128 pm | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled (diouganet) | |||
Douester (≈20 °C) | 27,4 g/cm3 (brasjedet) | |||
Teuzverk | (stlenn ebet) | |||
Bervverk | (stlenn ebet) | |||
Tredanharzusted | (stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C) | |||
|
Un elfenn gimiek eo an darmstadtiom ; Ds eo e arouez kimiek, 110 e niver atomek ha 281,62 e dolz atomek.
Ur metal ardreuzat eo.
Un elfenn genaozet gant mab-den eo, n'he c'haver ket en natur. Skinoberiek-kenañ eo an darmstadtiom.
E 1994 e voe kevanaozet an elfenn 110 er GSI (Gesellschaft für Schwerionenforschung "Krevedigezh-Enklask war an Ionoù Pounner", bremañ GSI Helmholtzzentrum für Schwerionenforschung GmbH "Kreizenn Helmholtz evit an Enklask war an Ionoù Pounner"[2]) e Darmstadt (Alamagn), gant skipailh Peter Armbruster ha Gottfried Münzenberg, dindan ren Sigurd Hofmann. Dre vombezenniñ plom-208 gant nikel-62 e kenderc'hjont un atom hepken eus izotop 269 an elfenn ; e-kerzh an hevelep rummad arnodennoù e teujont a-benn da gaout 9 atom eus izotop 271 an elfenn dre vombezenniñ Pb-208 gant Ni-62 ar wezh-se. Er bloavezh 2001 e voe ar GSI anzavet evel dizoloer an elfenn 110[3].
An anv darmstadtium a voe kinniget gant ar GSI evit an elfenn nevez, en enor da gêr Zarmstadt end-eeun ; e 2003 e voe degemeret an anv gant an IUPAC[4].
A-c'houde ma 'z eo bet prouet ez eus ur metal ardreuzat eus ar c'hopernikiom 112Cn e c'haller kendastum ez eus metaloù ardreuzat eus an elfennoù 104 (rutherfordiom) betek 112 ; unan e vije an darmstadtiom ivez neuze, marteze eus familh ar platin.
Gortozet eo perzhioù 110Ds evel par da re elfennoù all ar strollad 10 (28Ni, 46Pd ha 78Pt), hogen pounneroc'h, ha stabiloc'h e niver oksidadur.
Ur metal nobl[5] e vije an darmstadtiom war a hañval.
N'eus izotop stabil ebet eus Ds, en natur pe gevanaozet. Pemzek izotop zo bet kevanaozet koulskoude, skinoberiek an holl anezho.
Izotop | % en natur | Hanter-vuhez |
---|---|---|
267Ds | kevanaozet | 2,8 ms |
268Ds | kevanaozet | 100 µs |
269Ds | kevanaozet | 179 µs |
270Ds | kevanaozet | 100 µs |
271Ds | kevanaozet | 1,63 ms |
272Ds | kevanaozet | 1 s |
273Ds | kevanaozet | 170 µs |
274Ds | kevanaozet | 2 s |
275Ds | kevanaozet | 2 s |
276Ds | kevanaozet | 5 s |
277Ds | kevanaozet | 5,7 ms |
278Ds | kevanaozet | 10 s |
279Ds | kevanaozet | 0,18 s |
280Ds | kevanaozet | 11 s |
281Ds | kevanaozet | 20 s |
Hini ebet, war-bouez an enklaskoù.
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |