Roentgeniom | ||||
---|---|---|---|---|
Darmstadtiom – Roentgeniom – Kopernikiom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 111 | |||
Rummad kimiek | Metaloù ardreuzat | |||
Strollad | 11 | |||
Trovezh | 7 | |||
Bloc'h | d | |||
Tolz atomek | [281] | |||
Aozadur elektronek | ||||
[Rn] 5f14 6d10 7s1[1] Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 32, 18, 1 | ||||
![]() | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | (stlenn ebet) | |||
Tredanleiegezh | (stlenn ebet) (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 955 kJ/mol 2 : (stlenn ebet) 3 : (stlenn ebet) | |||
Skin atomek | 114 pm (brasjedet) | |||
Skin kenamsav | 121 pm | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled (diouganet) | |||
Douester (≈20 °C) | 24,4 g/cm3 (brasjedet) | |||
Teuzverk | (stlenn ebet) | |||
Bervverk | (stlenn ebet) | |||
Tredanharzusted | (stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C) | |||
![]() |
Un elfenn gimiek eo ar roentgeniom ; Rg eo e arouez kimiek, 111 e niver atomek ha 273,154 e dolz atomek.
Ur metal ardreuzat eo.
Un elfenn genaozet gant mab-den eo, n'he c'haver ket en natur. Skinoberiek-kenañ eo ar roentgeniom.
D'an 8 a viz Kerzu 1994 e voe kevanaozet an elfenn 111 er GSI (Gesellschaft für Schwerionenforschung "Krevedigezh-Enklask war an Ionoù Pounner", bremañ GSI Helmholtzzentrum für Schwerionenforschung GmbH "Kreizenn Helmholtz evit an Enklask war an Ionoù Pounner"[2]) e Darmstadt (Alamagn), gant skipailh Peter Armbruster ha Gottfried Münzenberg. Dre vombezenniñ bismut-209 gant nikel-64 e kenderc'hjont un atom hepken eus izotop 272 an elfenn ; e 2002 e teujont a-benn da gaout 3 atom all.
Er bloavezh 2003 e voe ar GSI anzavet evel dizoloer an elfenn 111[3].
An anv roentgenium a voe kinniget gant ar GSI evit an elfenn nevez, en enor d'ar fizikour alaman Wilhelm Conrad Röntgen, a zizoloas ar skinoù X e 1895 ; e 2004 e voe degemeret an anv gant an IUPAC[4].
A-c'houde ma 'z eo bet prouet ez eus ur metal ardreuzat eus ar c'hopernikiom 112Cn e c'haller kendastum ez eus metaloù ardreuzat eus an elfennoù 104 (rutherfordiom) betek 112 ; unan e vije ar roentgeniom ivez neuze.
Gortozet eo perzhioù 111Rg evel par da re elfennoù all ar strollad 11 (29Cu, 47Ag hag 79Au), hogen pounneroc'h, ha stabiloc'h e niver oksidadur.
Ur metal nobl[5] e vije ar roentgeniom war a hañval.
N'eus izotop stabil ebet eus Rg, en natur pe gevanaozet. Daouzek izotop zo bet kevanaozet koulskoude, skinoberiek an holl anezho.
Izotop | % en natur | Hanter-vuhez |
---|---|---|
272Rg | kevanaozet | 3,8 ms |
273Rg | kevanaozet | 5 ms |
274Rg | kevanaozet | 6,4 ms |
275Rg | kevanaozet | 10 ms |
276Rg | kevanaozet | 100 ms |
277Rg | kevanaozet | 1 s |
278Rg | kevanaozet | 4,2 ms |
279Rg | kevanaozet | 0,17 s |
280Rg | kevanaozet | 3,6 s |
281Rg | kevanaozet | 26 s |
282Rg | kevanaozet | 0,5 s |
283Rg | kevanaozet | 10 mn |
Hini ebet, war-bouez an enklaskoù.
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |