Osmiom
ReniomOsmiomIridiom
Ru
Os
Hs
Taolenn beriodek, Osmiom
Perzhioù hollek
Niver atomek 76
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad 8
Trovezh 6
Bloc'h d
Tolz atomek 193,23
Aozadur elektronek
[Xe] 4f14 5d6 6s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 14, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 8
Oksidenn drenkek skañv
Tredanleiegezh 2,2 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 814,162 kJ/mol
Skin atomek 216 pm
Skin kenamsav 136 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 22,589 g/cm3
Teuzverk 5 491,4 °C
Bervverk 5 008 °C
Tredanharzusted 81,2 nΩ•m (e 20 °C)
Neuz an elfenn

Strinkennnoù osmiom

Un elfenn gimiek eo an osmiom ; Os eo e arouez kimiek, 76 e niver atomek ha 190,23 e dolz atomek.
Ur metal ardreuzat eo.

Istor

E 1803, ar c'himiour saoz Smithson Tennant a lakaas platin da zileizhiñ en dour real (HNO3 + 3HCl), ha merzout a reas e chome darn eus ar metal hep dileizhiñ. Heñvel e oa c'hoarvezet gant kimiourien all c'hoazh, o devoa lavaret e oa grafit eus an nemorant. S. Tennant e soñjas dezhañ e oa un dra bennak all koulskoude, ha dre arnodiñ gant trenkennoù ha bazennoù e teuas a-benn da rannañ an nemorant e div elfenn vetalek nevez, a anvas iridium hag osmium.
Eus ar gresianeg οσμή "osmê" ("c'hwezh") e teu an anv osmiom, abalamour d'ar c'hwezh kreñv a zeuas eus ar metal nevez.
Nebeud ag implij a voe graet gant an osmiom rak ral e oa ha diaes da labourat, met dre ma oa kalet-kenañ e pade pell, hag a-hed un nebeud bloavezhioù e voe arveret da fardañ pluennoù, ha nadozioù evit ar gramofonoù[1].

Kenderc'hadur

Ral-kenañ eo an osmiom, pa n'eo nemet 0,05x10−9 eus krestenenn an Douar. En e stumm glan e vez kavet, pe e kendeuzadoù naturel evel an osmiridiom (muioc'h ag OS eget ag Ir) hag an iridiosmium (ar c'hontrol). Er gwiskadoù nikel ha kouevr en e gaver ivez e stumm kendeuzadoù naturel pe gejet gant metaloù eus ar strollad 10, hini ar platin.
Dre buraat an nikel hag ar c'houevr e kenderc'her osmium.

E Suafrika dreist-holl e kenderc'her osmium, e Rusia hag e Kanada ivez. Andonioù disteroc'h zo e Stadoù-Unanet Amerika hag e Kolombia. Ur 80 kilogramm bennak ag osmiom a voe arveret gant ar Stadoù-Unanet e 2011[2], ar pezh a ziskouez e voe kenderc'het nebeutoc'h eget 1 000 kg ag osmiom er bed er bloavezh-se.

Perzhioù

Ur metal kalet liv glas-louet eo an osmiom. An elfenn stabil stankañ eo, gant un douester a 22,589 g/cm3, brasoc'h c'hoazh eget hini an iridiom (22,550 g/cm3). Puzuilh eo daoust d'e zouester. Skedus e chom bepred, zoken e gwrezverkoù uhel. Diaes-bras eo e waskañ, pa'z eo ken kalet ha diamant.
Aezhidik ha pistrius-kenañ eo pederoksidenn an osmiom OsO4.

Izotopoù

Seizh izotop naturel zo d'an osmiom, ha pevar all zo bet kenaozet.

Izotopoù an osmiom
Izotop % en natur Hanter-vuhez
184Os 0,02 >5,6x1013 bloavezh
185Os kevanaozet 93,6 devezh
186Os 1,59 2x1015 bloavezh
187Os 1,96 stabil, 111 neutron
188Os 13,24 stabil, 112 neutron
189Os 16,15 stabil, 113 neutron
190Os 26,26 stabil, 114 neutron
191Os kevanaozet 15,4 devezh
192Os 40,78 >9,8x1012 bloavezh
193Os kevanaozet 30,11 devezh
194Os kevanaozet 6 bloavezh

Arver

Diaes-bras eo labourat an osmiom dre ma 'z eo kalet-kenañ, hag uhel e deuzverk (5 491,4 °C). Ral a wezh e vez arveret en e stad glan, ken pistrius hag aezhidik e teu da vezañ pa gej ouzh oksigen. Gwelloc'h eo e implijout e kendeuzadoù gant metaloù all eus strollad ar platin.

Notennoù

  1. Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 08 KZU 2012
  2. United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 08 KZU 2012

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok