Aktiniom – Toriom – Protaktiniom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 90 | |||
Rummad kimiek | Aktinidoù | |||
Strollad | Aktinidoù | |||
Trovezh | 7 | |||
Bloc'h | f | |||
Tolz atomek | 232,0377 | |||
Aozadur elektronek | ||||
Aozadur elektronek an atomo [Rn] 6d2 7s2 | ||||
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 18, 10, 2 | ||||
![]() | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | +4 Oksidenn vazennek skañv) | |||
Tredanleiegezh | 1,30 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 608.50 kJ/mol 2 : 1 167 kJ/mol 3 : 1 768 kJ/mol | |||
Skin atomek | 180 pm | |||
Skin kenamsav | 175 pm | |||
Skin Van der Vaals | 305 pm | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20 °C) | 11,724 g/cm3 | |||
Teuzverk | 1 750 °C | |||
Bervverk | 4 820 °C | |||
Tredanharzusted | (stlenn ebet) | |||
Neuz an elfenn | ||||
![]() | ||||
![]() |
Arabat eo droukveskañ gant Talliom 81Tl pe gant Tuliom 69Tm !
Un elfenn gimiek skinoberiek eo an toriom ; Th eo e arouez kimiek, 90 e niver atomek ha 232,038 e dolz atomek. An eil aktinid eo e taolenn drovezhiek an elfennoù kimiek.
Abaoe tremen 4,5 milmilion a vloavezhioù ez eus eus an toriom, da lavaret eo ez eo koshoc'h eget an Douar. Ganet e voe dre argerzh prim an degerc'had neutronoù gant stered a oa o vervel, ha skignet dre ar galaksi gant supernovæ[1]. Ul lodenn eus tommder diabarzh an Douar a zeu eus skinoberiegezh an toriom[2].
E 1829, ar c'himiour svedat Jöns Jakob Berzelius a dennas un elfenn nevez eus un tamm kailh dianav bet kaset dezhañ gant ar maenoniour dan Jens Esmark. Thorium eo an anv a roas d'an elfenn, en enor da Dhor, doue ar c'hurun e Lec'hlenn. Silikat toriom (Th,U)SiO4e oa ar c'hailh-se, a voe anvet Torit diwezhatoc'h.
Dont a reas J. J. Berzelius a-benn da genderc'hañ toriom metalek dre dommañ fluorid toriom ThF4 kevret gant kaliom 19K.
E 1898 e voe anataet skinoberiegezh an toriom gant ar c'himiour alaman Gerhard Karl Schmidt, ha kadarnaet en hevelep bloavezh gant Marie Curie hep na vije eskemmoù etrezo.
Etre 1900 ha 1903 e voe studiet-pizh an toriom gant Ernest Rutherford hag ar c'himiour saoz Frederick Soddy ; diskouez a rejont digevanadur an elfenn en elfennoù all, arselliñ a rejont ar skinoù α ha termeniñ meizad an hanter-vuhez. Damkaniezh ar skinoberiegezh e voe disoc'h o labour[3].
Eus ar c'hailh monazit e tenner toriom, eus ar monazit-Ce (Ce, La, Pr, Nd, Th, Y)PO4 hag ar monazit-Sm (Sm, Gd, Ce, Th)PO4 ent-spesadel.[4]
E 1925 e voe ijinet un doare da c'hlanaat metaloù[5] dre o zommañ gant un halogen bennak. Argerzh Van Arkel-De Boer a reer eus an doare-se, goude ar gimiourien izelvroat Anton Eduard van Arkel ha Jan Hendrik de Boer[6].
En Aostralia, Brazil, Kanada, Danmark (Groenland), India, Stadoù-Unanet Amerika ha Suafrika emañ ar mengleuzioù monazit. E 1994 e paouezas ar Stadoù-Unanet da genderc'hañ toriom dre ar monazit, abalamour da skinoberiegezh an elfenn, d'un digresk er goulenn dre ar bed hag er Stadoù-Unanet o-unan. Ouzhpenn-se, elfennoù nann-skinoberiek a vez arveret en eskemm ouzh 90Th : lantanidoù, itriom ha zirkoniom da skouer. Da 1 400 000 t e save ar c'hementad a doriom bet miret (n'eo ket kenderc'het) e 2012 dre ar bed.[4]
Ur metal blot liv an arc'hant eo an toriom glan ; orjalennus-kenañ eo (tu zo d'e astenn hep na dorrfe), aes eo e ogediñ[7], hag e lavnenniñ[8].
Aes e peg an tan en toriom pa vez bruzhunet, en ur reiñ gouloù gwenn kreñv.
Kewarellek eo an toriom, da lavaret eo e tro da warell pa vez lakaet en ur gwarellvaez diavaez.
Diouzh e c'hlander eo perzhioù fizikel 90Th.
An toriom glan ne vez ket oksidet en aer. Pa ne vez ket glan e vez oksidet goustadik, e liv o treiñ da c'hriz kent dont da vezañ du.
Oksidet goustadik ivez e vez an toriom gant dour. Diaes eo e zileizhañ en trenkennoù, war-bouez an drenkenn gloridrek HCl, hag en drenkenn nitrek HNO3 trelusket gant ionoù fluor.
Pemp izotop war 'n ugent eus an toriom zo anavezet, eus Th-210 betek Th-236. Pevar anezho hepken o deus un hanter-vuhez hiroc'h eget ur mizvezh, an darn vuiañ eus ar re all o chom dindan bevenn an dek munutenn.
Izotop | % en natur | Hanter-vuhez | Digevanidigezh |
---|---|---|---|
228Th | louc'h | 1,9116 bloavezh | α → 224Ra |
229Th | louc'h | 7 340 bloavezh | α → 225Ra |
230Th | louc'h | 75 380 bloavezh | α → 226Ra |
231Th | louc'h | 25,5 eurvezh | β- → 231Pa |
232Th | 100 | 1,405x1010 bloavezh | α → 228Ra |
234Th | louc'h | 24,1 devezh | β- → 234Pa |
Nebeutoc'h-nebeutañ a doriom a vez implijet er bed, e skinoberiegezh o vezañ ar pennabeg. Hep mar e kendalc'ho arver an toriom da vont war zigresk, nemet e vije kavet doareoù marc'hadmatoc'h ha dinoasoc'h d'e genderc'hañ pe deknologiezhioù nevez evel treloskoù evit ar c'hreizennoù derc'hanel en eskemm ouzh an uraniom.
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |